Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
7
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

[1931, 1985, 2013] Eus Breizh, a denn da Vreizh. Kanaouennoù breizhat. Marc'hadourien vreizhat. Mennozhioù breizhat.

Exemples historiques : 
9
Masquer la liste des exemples

Pep Barzh breizhad a zo Barzh a enor eus Gorsedd Beirdd Ynys Prydain.

1909
Référence : REZI p.21

Krediñ a reomp en ene breizhat hag, harpet war hon gwir, oc'h anaout hon dlead, ez omp en-sell da stourm hep plegañ evit an dishualidigezh, en ur ziskleriañ, uhel-mat, pezh a soñj kalz a re all en donder o c'halon aonik, hag e fell deomp e vo hon oberoù diouzh ezhommoù strizh hon c'harantez-vro ha penn-da-benn diouzh spered hon reolenn : Breizh d'ar Vreizhiz ! Renadurezh Strollad Broadel Breizh

1911
Référence : PSEP p IX

breizhat

1931
Référence : VALL pg breton (d'origine, de race, de nationalité)

Stagañ ’ris war al labour, hag en nebeut amzer am boa savet « Ar Bourc’hiz lorc’hus », en tri arvest, kontadenn un aotrou divrezhonek, dezhañ ur verc’h da zimeziñ, hag a gav gwell he reiñ d’un estren pinvidik eget d’un amezeg breizhat.

1944
Référence : EURW.1 p.99

Durocher, kanaouenner brizh vreizhat, anavezet e tavarnioù Montmartre, en doa savet ur « Cabaret Breton » da ganañ e gallek hepken.

1944
Référence : EURW.1 p.131

E gwiskamant vreizhat ? Ha ni war-eeun d'ar gêr da gerc'hat hor gwiskamantoù broadel.

1944
Référence : EURW.1 p.200

Bez ez eus, en enep medisined breizhat a-leizh ; hag ezhomm ebet da lavarout ez eo an hanter vat eus ar visionerien gatolik breizhat a ouenn.

1985
Référence : DGBD p201

Roet o deus din memestra ur spered breizhat, pe ur spered breizhek zoken, dreist-holl an aotrou Betrom hon eus komzet diwar e benn.

2007
Référence : KASTE p. 76

Hag an doare saoz war ar savadurezh vreizhat ne oa ket e Kemper ar c'hentañ gweled anezhañ.

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 13

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux