Houp ! ul lamm hag eñ war an hent. Tennet a boan ! Evurus !… Met petra, petra ? Drign ! drign ! baoñ ! baoñ ! ar gastolorenn a lamm war e lerc’h, eus an eil maen d’egile. Ha Pipi da redek. Houp ! houp ! met ar gastolorenn daonet, krog en e lost, ne zistage ket. Houp ! houp ! d’an daoulamm-ruz hag ar vugale war e lerc’h o youc’hal. Ar vein a fron en-dro dezhañ. Buan, buanoc’h c’hoazh !… Pipi diot-nay… Pelec’h ec’h a ?… Drign ! drign !
Un deiz e oa deuet amañ brouezet-ruz.
Mots précédents
Mots suivants
ruz