Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

I. H.g. 1. Liv ar gwad, ar roz-aer. Nag a ruz zo bet lakaet ouzh ar voger. Ar ruz a drec'h war ar melen. Savet eo ar ruz d'e zivjod. DHS. glaz, limestra, melen, moug. 2. Danvezenn, liñvenn ruz a dalvez da livañ. & Ruz-pok : ruz-muzelloù. 3. Livañ udb. e ruz : gant liv ruz. & Bezañ gwisket e ruz : gant dilhad ruz. II. G. 1. Arliv ruz. Re sklaer eo an daou ruz-mañ. 2. Ruzig : an tan. DIVIN. Duig ha ruzig a laka gwennig da fringal ? -ar gastelodenn, an tan, al laezh.

Exemples historiques : 
11
Masquer la liste des exemples

ruz

1659
Référence : LDJM.1 pg vermeil

liv war ar ruz

1732
Référence : GReg pg alesan

ruz

1732
Référence : GReg pg couleur (rouge)

ruz

1850
Référence : GON.II pg rûz (il est aussi subst. et signifie couleur rouge).

livañ e ruz

1850
Référence : GON.II.HV pg rûz (garancer, teindre en rouge).

mezher livet e ruz

1850
Référence : GON.II.HV pg grisien-rûz (étoffe teinte en garance).

ruz

1850
Référence : GON.II pg rû (Voyez "rûz"), rûz (Rouge, qui est de couleur semblable à celle du feu, du sang, etc. - Cramoisi. HV. Hors de Léon, "rû").

Ar ruz a savas en e dal.

1850
Référence : GON.II pg rûz (Le rouge lui monta au visage).

Ruz-flamm an tornaodoù maen kalet anezhi, na baouez ket an tonnoù-mor a skei gant o zroad nag ar fru a c’hlebia o fenn.

1924
Référence : SKET.II p.75

Ur c’harzh a beulioù kilviziet-mat ha kuñvaet, keitet ha livet e melen, ruz, gwenn ha gwer a-bep-eil, a rae tro an ti.

1924
Référence : SKET.II p.38

Kentañ tro ma tichañsas din e welout e Landreger, e krogis da ganañ dezhañ ar mil seurt ruz hag ar peurrest, hogen da be vat ?... ne reas nemet skrignal keit ha ma krozen met pa stagas da douiñ war e blaen ne oa kiriek da netra, am boe fent d’am zro : « Va zad paour, emezon, heñvel oc’h ouzh ur maen-bez na lenner warnañ nemet gevier ha gevier. Ar c’hazh Bichegan ’ta an hini eo ez on bet flatret gantañ ! »

1955
Référence : VBRU p.7

Note d'étude

Lenn a reer e GON.II e vez graet gant "rû" e-lec'h "rûz" er-maez eus Bro-Leon.

L'Office public de la langue bretonne