1. [1904] Anaoudegezh.
Pemp deiz hep alamant.
&
N'ober mui alamant ebet : na ziskouez bezañ gouest da anavezout an dud pa vezer toc'hor pe klañv-mat.
[1904] Ne ra ket mui alemant erbet.
Ne rae mui alamant ebet, ne anaveze ket mui den.
2. Dre ast.
N'ober alamant ebet : diskouez bezañ kuit a vuhez.
Ne ra alamant ebet ken na vez bouljet.
3. Trl.
Ober udb. hep alamant : e ober en ur chom diseblant ouzh ar re all, hep diskouez bezañ nec'het ganto.
Kuitaet en deus e dud hep alamant. Koll a rin ma rezon, hep alamant ebet.
4. Trl.
[1904] Na gaout alamant ebet, na vezañ alamant ebet dezhañ: na c'houzout penaos en em ziskouez, en em zelc'her dirak an dud all.
[1904] N'en deus ket alemant erbet. [1904] N'en deus ket alemant erbet dezhañ.
5. Trl.
[1904] Hemp alemant : didrabas, sioulik.
HS. stumm.