Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. [1904] Anaoudegezh. Pemp deiz hep alamant. & N'ober mui alamant ebet : na ziskouez bezañ gouest da anavezout an dud pa vezer toc'hor pe klañv-mat. [1904] Ne ra ket mui alemant erbet. Ne rae mui alamant ebet, ne anaveze ket mui den. 2. Dre ast. N'ober alamant ebet : diskouez bezañ kuit a vuhez. Ne ra alamant ebet ken na vez bouljet. 3. Trl. Ober udb. hep alamant : e ober en ur chom diseblant ouzh ar re all, hep diskouez bezañ nec'het ganto. Kuitaet en deus e dud hep alamant. Koll a rin ma rezon, hep alamant ebet. 4. Trl. [1904] Na gaout alamant ebet, na vezañ alamant ebet dezhañ: na c'houzout penaos en em ziskouez, en em zelc'her dirak an dud all. [1904] N'en deus ket alemant erbet. [1904] N'en deus ket alemant erbet dezhañ. 5. Trl. [1904] Hemp alemant : didrabas, sioulik. HS. stumm.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

hemp alemant

1904
Daveenn : DBFV pg. alemant (tranquillement)

alamant

1904
Daveenn : DBFV pg. alemant (mention)

n'en deus ket alemant erbet

1904
Daveenn : DBFV pg. alemant (il n'a pas de tenue)

n'en deus ket alemant erbet dezhañ

1904
Daveenn : DBFV pg. alemant (il n'a pas de tenue)

ne ra ket mui alemant erbet

1904
Daveenn : DBFV pg. alemant (ce malade n'a plus sa connaissance)

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial