Plus d'options

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
7
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. Brizhelloù niverus warnañ. Sae damvelen ar jirafenn zo brizhellet. 2. Dre ast. Bet livet gant meur a liv. Brizhellet eo dor he zi. HS. marellet. 3. Brizhellek. Brizhellet e oa he divjod. HS. brizh. 4. (db. ar mouezhiadegoù) Zo bet lakaet warnañ anvioù tud ha ne gabalont ket evit an hevelep listenn. Ur roll brizhellet.

Exemples historiques : 
5
Masquer la liste des exemples

Honnezh eo danevell an teir « Kassiteras », evel m’hen dezrevell an dud kadarn a vevas gwechall en aber an Albis ha war ribloù glasvezh-holl ar Stura hag an Dravinna, evel m’her c’hlever en tiadoù brezelgar ar Belgion (1) hag en-dro d’an oaledoù ma tomm outo Breizhiz an henveuriadoù, o dremm vrizhellet hag o izili livet e glas, evel m’hen desker e santualoù hag e skolioù an drouized en enez Pretanis (1), evel em eus, erfin, me va-unan her c’hlevet diwar diweuz Esumopas, an drouiz.

1923
Référence : SKET p.117

Plac’h vrizhellet

1923
Référence : SKET p.159, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Fille tatouée".

(2) [...] E barzhoneg Claudianus gouestlet da Stiliko, ez eo skeudennet Galia evel ur vaouez blev melen, un dro-c’houzoug aour gwidilet en he c’herc’henn ha daou c’hoaf-bann en he dorn ; Brittia evel ur plac’h vrizhellet, gwisket gant ur sae c’hlas, ha, war he fenn, da gabell, ur penn hoc’h-gouez, Rev. celt. 1901, p. 153-9.

1923
Référence : SKET p.136

Gwelet em eus, emezañ, en arvor ar mor-Bras, diouzh tu reter ar bed, meuriadoù tud o c’hroc’hen melen evel lêr nevez, o daoulagad treuz a-veskell, o blev du-pod ha tev ha sonn evel reun-marc’h ; brizhellet o c’horf noazh gant tresadennoù naered hag erevent (1).

1924
Référence : SKET.II p.64-65

brizhellet

1931
Référence : VALL pg bariolé, bicolore (de teintes mélées), bigarré

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux