Honnezh eo danevell an teir « Kassiteras », evel m’hen dezrevell an dud kadarn a vevas gwechall en aber an Albis ha war ribloù glasvezh-holl ar Stura hag an Dravinna, evel m’her c’hlever en tiadoù brezelgar ar Belgion (1) hag en-dro d’an oaledoù ma tomm outo Breizhiz an henveuriadoù, o dremm vrizhellet hag o izili livet e glas, evel m’hen desker e santualoù hag e skolioù an drouized en enez Pretanis (1), evel em eus, erfin, me va-unan her c’hlevet diwar diweuz Esumopas, an drouiz.
(2) [...] E barzhoneg Claudianus gouestlet da Stiliko, ez eo skeudennet Galia evel ur vaouez blev melen, un dro-c’houzoug aour gwidilet en he c’herc’henn ha daou c’hoaf-bann en he dorn ; Brittia evel ur plac’h vrizhellet, gwisket gant ur sae c’hlas, ha, war he fenn, da gabell, ur penn hoc’h-gouez, Rev. celt. 1901, p. 153-9.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
brizhenn