1. [1732, 1927] Ibil, pezh koad.
2. Ent strizh.
[1927] Ibil prenn a dalvez da stankañ toull un donell, ur varrikenn.
&
Trl.
[1927] Lakaat ar varrikenn e broch : he zoullañ e doare ma redo an died zo enni.
3. [1931] Ibil e-kreiz ur boukl a vez lakaet da dremen dre doulloù ul lêrenn d'he stardañ.
4. Pezh koad pe vetal a dalvez da stignañ kerdin ur benveg seniñ.
5. Trl. skeud.
[1927] Bezañ torret ar broch etre daou zen : bezañ trenkaet an darempredoù etrezo.