1. Imor taer pe daeroc'h a sav en ub. pa vez drouklaouen.
Gwenn e oa o dremmoù gant ar broc'h hag ar vezh. Mont ruz diwar e vroc'h.
&
Bezañ, sevel broc'h en ub. : bezañ, sevel droug ennañ.
Savet e oa broc'h enni.
&
Kaout broc'h ouzh ub., bezañ broc'h ennañ ouzh ub. : kaout droug outañ.
Broc'h am eus outañ. Broc'h a oa ennañ ouzh an ostiz aheurtet.
HS. fulor, kounnar.
2. Imor taer pe daeroc'h en deus an eil den ouzh egile diwar dabut pe diemglev.
Savet ez eus broc'h ? Broc'h zo savet etre an daou vreur.
HS. broc'hadeg.