WAR-ZIGAREZ (E, NE ; MA, MA NE) : dre ma.
Daoust hag-en ez omp-ni sodien war-zigarez ma kavomp mat mont da bourmen dindan ar glav ? Piv a yafe da zismantrañ an ti-se war-zigarez ne vez ket gwelet an iliz ?
— « Bouc'hed flaerius ! Perak tamall, / Perak ouzhin-me dont da glemm, / War-zigarez m'am beus roet / D'ar gavriged ivez barv ? »
— « Bouc'hed fleriuz ! perak tamall, / » Perak ouz-in-me dont da glemm, / » War zigarez m'am beuz roet / » D'ar gaoriged ive baro ?
1867
Référence :
MGK
p131
Ar person "intru" en doa klevet hanv anezhañ, ha, n’oa ket pemzek dervezh c’hoazh, oa bet en e di, gant e ganfarded a Blouared, war-digarez en doa kuzhet tri beleg e-pad un dervezh hag un nozvezh, o laerezh kement liard en doa hag o kas gantañ kement tra a blije dezhañ.
Ar persoun "intru" en doa klevet hano anezhan, ha, n’oa ket pemzeg dervez c’hoaz, oa bet enn he di, gand he ganfarted a Blouaret, var digarez en doa kuzet tri belek epad eun dervez hag eun nosvez, o laerez kement liard en doa hag o kas ganthan kement tra a blije d’ezhan.
1877
Référence :
EKG.I.
p.133
Ne ro ket nerzh an alkool. Rak-se, pa lavar an dud e c'hell ar re a labour gant o daouarn evañ hep aon kalz a win-ardant, war-zigarez e loskfe al labour-korf kalz a alkool, e reont ur pikol fazi.
Ne ro ket nerz an alkol. Rak-se, pa lavar an dud e c'hell ar re a labour gant o daouarn eva hep aon kalz a win-ardant, war zigarez e loskfe al labour-korf kalz a alkol, e reont eur pikol fazi.
1943
Référence :
TOAA
p4
War zigarez hejañ e veze graet lamm-choug-e-benn ha turluet ar merc'hedigoù.
War zigarez heja, e veze graet lamm-chouk-e-benn ha turluet ar merc'hedigou.