a-greiz-holl
Mes a-greiz-holl, setu me o soñjal en istor Meudig Bihan hag er Roñfl a zebre bugale.
- Evelato ! Sell 'ta Mari plac'h farv [sic « faro »] ! eme, a-greiz-holl, ur vouezh skiltr a-dreñv e gein. Ar breur Celestino an hini oa, ur c'hwitouz anezhañ, rubenn ha dialanet gant e redadenn.
Hogen, un dro bennak e c’hwezhas an avel war an tu all ; a-greiz[-]holl e voe kaset paotred ar gouarnamant da c’hwennat panez, ha war an taol e kollas ar senedeour Thompson e holl c’halloud.
N'am boa ket gwelet ar c'heneil-se abaoe un daou-ugent vloaz bennak hag a-greiz-holl e stagas da ganañ ur pennad eus e roll : Teutatès veut du sang, /Gloire à notre dieu tout-puissant...
Manet e chomis a-greiz-holl dre ma kleven blenier ur c’harr-tram o vlejal « Idiote ! Idiote ! » war un Itron gozh, daoust ha ma oa war zremm ha dilhad homañ tres ur vaouez a-zoare : « Ma ! » emezon, « lennet am boa diwar-benn ar Rusianed e rae an darn vuiañ gant ar galleg evel gant un eil yezh, met biken n’am bije kredet emañ e-touez an dudigoù ar c’hiz da gannañ e galleg o c’houez d’ar vourc’hizien ha d’an Aotronez ! »
A-greiz-holl e tiredas un ofiserig herr warnañ hag eñ da vlejal ken ma vouboue gwer ar prenestroù.
A-benn ar fin, ha moarvat a-drugarez d’an amzer ha d’an avel / a gas ganto pep tra war o divaskell, e stagas ofiserien da reiñ d’ar veajourien o faperioù tremen-hent, hag a-greiz[-]holl e klevis unan anezho o veogal ar pezh a gave dezhañ e oa va anv : « Gospodin Karl Tremeilh ! emezañ, Karl Tremeilh ! » ha bez ’oa an taol-mañ war e dalfas ur mousc’hoarzh ken hegarat ha pa vijen bet e geneil a-vepred.
A-greiz-holl e tivorfil ar person hag ec'h anavez ar c'hure.
A-greiz-holl, e-pad an noz, ez on dihunet gant tabut ha tousmac'h war al leur-gêr.
A-greiz-holl e welis neuz daou zen : unan bihan, o trotellat prim a-hed ar straed war-du ar reter
A-greiz-holl e verzhan em eus aon ha kregiñ a ran da gompren perak e vev Gikas bemdez-c'houloù gant an aon da ober ur gammed c'houllo.
Mots précédents
Mots suivants
a-greiz-kalon