1. Den barrek.
Fañch en e yaouankiz a oa ur gwall hinkin da lenn al latin.
HS. c'hwil, mailh.
2. PEMDEZ
Den pe loen lemm a spered, a oar en em zibab.
Petra a livirit eus an hinkin kozh-se ? An hinkin a louarn.
DHS. c'hwil, ibil, louarn.
3. Bugel leun a startijenn, douget d'ober troioù-kamm, gwidreüs, h.a.
Lavaret a rae ma hinkin e teske muioc'h a draoù o vale bro eget en e skol. Hemañ zo un hinkin a baotr : ur paotr hag a zifret kalz.
HS. c'hwil, hailhon, ibil, kañfard, lampon.
4. Dre fent
Itron penn-hinkin : anv a reer ouzh ur vaouez kintus.