bronn
divronn
bronn
divronn
penn-bronn
bronn
Evel-se eo ez a da goll / Ar garantez dre ar bed-holl, / Ha, gant karantez ar galon, / E kouezh pep vad en ur mor don / Ne zislonko, gant an amzer, / Nemet pense dioc'h ar reier, / Nemet kleñved divronn estren, / Nemet alies danvez gwall den, / Danvez grweg fall, danvez muntrer / Digant magerez deut d'ar gêr.
bronn
divronn
Ouzhpenn da se, war an daolenn varzhus-se, e welen ur maread morianed ha morianezed du-peg en tenn da gorolliñ e kant stumm disheñvel, o c'hoari ez noazh-dibourc'h o c'hweleviñ evel an huzel war mantell kimin ti-forn hini bras Poull ar Raned, ha bronnoù ar gwragez o hejañ-dihejañ, o pignat hag o tiskenn en ur vont a-gleiz hag a-zehoù, a-is hag a-us, a-hed o divlez hag o c'horf klosennek, bouzellok ha begelok.
bronn
O c’holeiñ he diskoaz n’he deus mui nemet gouel hir he fennad blev du. Ha setu ur vronn o tifoupañ gwenn-kann, heneuz, a-douez mantell ar blev.
Hag atav, aze, dirak e zaoulagad, ar gweledigezhioù-se, o kinnig gant ur mousc’hoarzh, da allazigoù e zaouarn, an dra difennet-rik ouzh ar gloareged, hoal gwenngen, flour ha trelatus, o divronn noazh.
Hi an hini a'n em denn kuit, diwar c'hoari, evit stouiñ warnañ adarre, ouzh e atizañ, ouzh e cherisañ gant he blev war e dal, gant pennoù he divronn reut kinniget d'e vuzelloù, gant he melloù daoulagad oriad, gant holl fiñvoù ur c'horf yac'h, gwevn ha kaer.
Touch a ray outi... - Touch nemetken gant va dorn, touch ouzh ar vronn, netra ken !
Gwelet em boa poltred an itron war ur skeudenn tennet gant ul luc'hskeudenner bale-bro : ur vaouez fonnus he bronnoù, tro enni ken ledan he c'halon hag he feultrin : e-touez ar re dreut an hini eo e kavar atav an dud pizh, treut hag imoret-fall.
Mots précédents
Mots suivants
Bronn