1. (db. an dud hag al loened)
Zo livet teñval e groc'hen e takadoù zo, abalamour ma' z eus tarzhet gwazhiennoù munut dindan e c'horre, da heul un taol prl.
Ur c'horf bloñset ha bronduet gant an taolioù. Korf bronduet ha krafignet ar plac'hig. Sell pegen bronduet eo ma brec'h gant an taol am boa bet en deiz all. Ul lagad bronduet : teñval ar c'hroc'hen tro-war-dro dezhañ, da heul un taol.
DHS. duet.
HS. bloñset, persduet.
2. (db. an dilhad pe an edoù)
Zo deuet takadoù liv teñval warnañ.
Al liñsel-mañ zo bronduet (gant ar glebor). Pa ra glav ha pa zeu heol warno goude e vez bronduet an ed.
DHS. brizh, duet, merglet.