Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (db. an dud hag al loened) Zo livet teñval e groc'hen e takadoù zo, abalamour ma' z eus tarzhet gwazhiennoù munut dindan e c'horre, da heul un taol prl. Ur c'horf bloñset ha bronduet gant an taolioù. Korf bronduet ha krafignet ar plac'hig. Sell pegen bronduet eo ma brec'h gant an taol am boa bet en deiz all. Ul lagad bronduet : teñval ar c'hroc'hen tro-war-dro dezhañ, da heul un taol. DHS. duet. HS. bloñset, persduet. 2. (db. an dilhad pe an edoù) Zo deuet takadoù liv teñval warnañ. Al liñsel-mañ zo bronduet (gant ar glebor). Pa ra glav ha pa zeu heol warno goude e vez bronduet an ed. DHS. brizh, duet, merglet.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

kaout an dro eus e zaoulagad bronzuet

1732
Daveenn : GReg pg (avoir les yeux) batu(s, livides)

Bronduet hoc’h eus e vrec’h hag e zorn.

1850
Daveenn : GON.II p.66

Taolet ha distaolet e vezen ouc’h an tour ; bloñset ha bronduet e veze va c’horf ; ne raen ket a van.

1878
Daveenn : EKG.II p.134

Ar barner ne c’hoarzhe ket, droug ennañ, bronduet e zivjod, fuc’hal a rae !

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 40, p.895 (Miz Ebrel 1924)

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial