1. Skeudenn un den graet gant plouz evit spontañ an evned diwar an trevadoù.
Klask dilhad kozh din, ma lakain kolo enno, da ober daou baotr-kozh.
HS. marc'h-plouz, spontailh.
2. Skeudenn un den graet gant erc'h.
A-wechoù ivez e verniemp erc'h d'ober ur paotr-kozh. Erc'h ! Ni a savo e-kreiz al liorzh ur mellad paotr-kozh.
3. (gant ur bennlizherenn-dal a-wechoù)
Lesanv an diaoul.
Ne gaven seurt ebet, evel ha pa ve kouezhet daouarn ar Paotr-kozh warno. Te, gelver ar Paotr-kozh da 'z sikour !
4. Boud ijinet evit ober aon d'ar vugale.
N'ez ket da c'harmiñ, peotramant ez erruo paotr-kozh ar mor !
5. (pa gomzer ouzh bugale)
Penn-glin.
Ma faotr-kozh, e baotr-kozh. He daou zorn war he daou baotrig-kozh.