Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Skeudenn un den graet gant plouz evit spontañ an evned diwar an trevadoù. Klask dilhad kozh din, ma lakain kolo enno, da ober daou baotr-kozh. HS. marc'h-plouz, spontailh. 2. Skeudenn un den graet gant erc'h. A-wechoù ivez e verniemp erc'h d'ober ur paotr-kozh. Erc'h ! Ni a savo e-kreiz al liorzh ur mellad paotr-kozh. 3. (gant ur bennlizherenn-dal a-wechoù) Lesanv an diaoul. Ne gaven seurt ebet, evel ha pa ve kouezhet daouarn ar Paotr-kozh warno. Te, gelver ar Paotr-kozh da 'z sikour ! 4. Boud ijinet evit ober aon d'ar vugale. N'ez ket da c'harmiñ, peotramant ez erruo paotr-kozh ar mor ! 5. (pa gomzer ouzh bugale) Penn-glin. Ma faotr-kozh, e baotr-kozh. He daou zorn war he daou baotrig-kozh.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial