1. A gementadoù bras.
Skuilhet en deus e wad puilh. Skuilhañ a ra puilh e arc'hant. An daeroù a rede puilh. Krog e oa ar glav hag an erc'h da gouezhañ puilh.
HS. niverus, stank.
2. Komz puilh ur yezh : he c'homz aes, flour.
Ker puilh ha ker stank ez kouezh an eneoù en ifern, e-c'hiz ar pluennoù erc'h war an douar, pa gouezhont [ar] stankañ.
Qer puilh ha qer stancq ez couëz an eneou én ifern, êc'hiz ar pluënnou earc'h var an douar, pa gouëzont stancqâ.
1732
Référence :
GReg
pg floccon (Les ames tombent en enfer aussi abondament que les floccons de neige, sur la terre, lorsqu'il en tombe davantage.)
puilh
1732
Référence :
GReg
pg foison (a foison.)
Daoust da se, va gwad a rede puilh, saflikañ a rae em botoù dre ma valeen ; koulskoude ne raen van ebet, ne ouien ket zoken e oan tizhet.
Daoust da ze, va goad a rede puill, chaflika a rea em boutou dre ma valeen ; koulskoude ne rean van ebed, ne c’houien ket zoken oan tizet.
1877
Référence :
EKG.I.
p.286-287
Ker puilh, war a lavarer, e redas ar gwad a-hed ar savenn, e-pad al lazhadeg, ma voe anezhañ, e strad ar c’hleuz, poulladoù a badas an heol hag an douar tri devezh d’o feurevañ.
Ker puilh, war a lavarer, e redas ar gwad a-hed ar savenn, e-pad al lazadeg, ma voe anezan, e strad ar c’hleuz, poulladou a badas an heol hag an douar tri devez d’o feureva.
1923
Référence :
SKET
p.128
Reolioù groñs a zeu, un druilh, / Bepred eus Pariz puilhoc'h-puilh, / Ken ez int din-me un torr-penn / Ha ne c'houlennan ken o lenn.
Reoliou groñs a zeu, eun druilh, / Bepred eus Pariz puilhoc'h-puilh, / Ken ez int din-me eun torr-penn / Ha ne c'houlennan ken o lenn.