Tr. ar. (en egor)
RAG-EEUN DA : a-dal da.
Edo o zi rag-eeun da gazarn an archerien.
DHS dirak.
HS. a-geñver (da), e-keñver,
keñver-ha-keñver (gant), rag-enep (da), rak-tal (da), war-eeun (da).
Glan ha gwenn-kann e sav ar gêr-se war ribl mor ar C'hreisteiz, en tu-hont d'an dour rag-eeun d'an Hellas, e toull-dor aven ha bro an Ejipt.
Glan ha gwenn-kann e sav ar gêr-ze war ribl mor ar C'hreisteiz, en tu-hont d'an dour rag-eeun d'an Hellas, e toull-dor aven ha bro an Ejipt.
1923
Référence :
SKET
p.16
A-denn-askell e tizhjont aod kornôg enezenn Albio, an hini a sav rag-eeun d’an tir-Meur, hag eno, a-ziwar beg-douar Belerion en em strinkjont er c’hoummoù, kas mont diwar neuñv betek aodoù Aballo.
A-denn askell e tizjont aod-kornok enezenn Albio, an hini a sav rag-eeun d’an tir-Meur (2), hag eno, a-ziwar beg-douar Belerion (3) en em strinkjont er c’hoummou, kas mont diwar neunv beteg aochou Aballo.
1923
Référence :
SKET
p.113 (p.199, "Da reiz[h]a[ñ]". P. 113, lin. 11 kent an dibenn, e lec’h « aod kornog » lenn « aod-kornok ».)