eeun
Koulm baour, gwelet e voe gant ur gup krabanek o sachañ war e lerc'h, evel ul laer tec'het, ur pennad reun torret. Ar gup a ya dezhi, digor ha lemm e veg, pa gouezh warnañ, d'e dro, evel ur maen pounner, eus a-greiz an neñvoù, ur pezh labous, un er. E-pad m'edo an daou-mañ oc'h en em gribinat, ar goulm a ya kuit e-biou. Diwar nij e tiskenn e liorzh un tiig-soul oa eno e-kichen, o krediñ evit mat oa er wech-mañ diouti distag he gwallstropad, pa deu ur c'hozh tamm paotr, dezhañ pemp pe c'hwec'h vloaz - d'an oad-se ur bugel ne oar pe zroug ra c'hoazh - da sinklañ eeun outi ur maen gant e vatalm.
Ne gav ket din, rak Jañ-Mari a zo un den hag en deus re a zoare vat. Ur goustiañs eeun a rank bezañ en e greiz, rak e c’hoarzhadennoù a oa re galonek ; an aer en doa da c’hoarzhin da vat, ha, ma vije bet un trubard, e goustiañs he divije kalz pe nebeut piket e galon da vezañ gwerzhet daou zen n’oar ket da anaout, ha n’o deus graet droug ebet dezhañ.
Bez’ e voe an amzer-se, gouez da Zezrevell an nav rummad gwenvidik, an amzer « ma c’halle Grêna, merc’h skedus an neñv, o treiñ he selloù glan war-du ar Sterenn, arvestiñ a-hed an deiz, hep skuizhañ, ouzh Douar ar renerien leun a enor, ar wazed kalonek hag eeun, ar gwragez gwirion hag ar merc’hed fur, ouzh ar vro-Wenn na veze kaset da benn enni nep gwallober gouest da ziskediñ sklaerder an deiz ha da saotrañ santelezh an heol (1). »
N'helled ket skrivañ da skouer Heutsn e-lec'h Hudson e sigur ma vez distaget evel-se gant an Amerikaned ; an eeunañ eo kemer an anvioù evel ma vezont skrivet er vro, ouzh o eeunañ hervez ijin ar brezhoneg, o lakaat da skouer a-wechoù K e-lec'h C ; OU e-lec'h U ; C'h e-lec'h CH pe Kh rusianek, hag e-lec'h Gh pe Rh arabek : Kotentin -hogen Calais, dre ma rankfed skrivañ Kalaez-, Seine, La Ciotat, Chile, Norge -ha Norvegia, stumm etrevroadel-, Suomi -ha Finland, stumm etrevroadel-, Schelde -an Escaut e galleg, a red e Flandrez dreist-holl-, C'harkov, Astrac'han, C'hadames.
Rak amañ e teu an avel eus an adreñv, dreist ar geoteier, diwar ar mor-bras a zo du-hont o tarzhañ war an aodoù traezh eeun.
N'eo ket eeun-tenn an hent m'eo deuet iliz-veur Kemper betek ennomp, savet m'eo bet a-stroñs, etre eur ha dizeur.
Ar c'hevredad Global Internet Systems a vez fiziet ennañ ez kefridiel, dre berzh ho liammoù gant ar strollad er galloud, ar raktresoù rouedadoù ha meziantoù arc'hantusañ evit an ospitalioù, ar maodiernezhoù hag an Embregerezhioù Hag Aozadurioù Foran, dre debarzhadur eeun, hep galv da ginnigoù.
Mots précédents
Mots suivants
eeun