Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

I. Tr. ar. (en egor) END-EEUN DA : a-dal da (udb.). Savet en deus e di end-eeun d'ar voger. II. Adv. A. (en egor) 1. War-eeun. Mont a rae end-eeun etrezek an islonk. HS. a-benn, rag-eeun. 2. Ent resis. E Kemper end-eeun e oa bet ganet. Amañ end-eeun. B. (en amzer) 1. Dres. D'ar mare-se end-eeun ez erruas. Dec'h end-eeun em boa e welet. 2. Diouzhtu. Grit dezhi da'm c'haout end-eeun. HS. a-benn, raktal. C. 1. Dres. Hemañ eo ma hent end-eeun. Gantañ end-eeun eo bet graet an dra-se. Setu end-eeun ar pezh zo c'hoarvezet ganto. 2. (goude un ak., ur rag. pe un adv.) Termen a dalvez da c'heriañ ar resisted. Labourat a ra gant ar benvegoù end-eeun a oa e-kerz e dad. Roit an dilhad-se d'ar re end-eeun o deus ezhomm anezho. Eñ end-eeun en deus graet an dra-se. Amañ, aze end-eeun. & Evel-se end-eeun : an dra-se eo end-eeun. 3. (goude un ag.) Termen a dalvez da bouezañ war ar ger zo dirazañ. Nec'het end-eeun ez on : nec'het eo ez on. Dleet end-eeun eo da bep den karet e dad hag e vamm : dleet an hini eo dezhañ o c'haret. 4. Zoken. Div flac'had end-eeun am eus roet dezhi. Droug bras zo ennon end-eeun. 5. (en ur respont) Termen a dalvez da verkañ e tiskreder war ar pezh zo bet geriet a-raok. « Lennet em eus dek levr e-kerzh ar sizhun-mañ. » - « Dek end-eeun ? ». « E welet am eus o leñvañ. » « O leñvañ end-eeun ! ».

Exemples historiques : 
32
Masquer la liste des exemples

end-eeun

1659
Référence : LDJM.1 pg nommément

end-eeun

1659
Référence : LDJM.1 pg assurement

hag end-eeun zoken

1659
Référence : LDJM.1 pg voire (mesme)

end-eeun

1659
Référence : LDJM.1 pg reellement (& de faict)

èn déon

1732
Référence : GReg pg après

rak-se end-eeun

1732
Référence : GReg pg (a) cause (de cela même)

bremañ end-eeun

1732
Référence : GReg pg actuellement

end-eeun

1850
Référence : GON.II p.57, Table des Prépositions composées, "même", pg déeun, déon, endéeun, enn-déeun ou enn-déon (sorte d'adj. ou d'adv. qui se place toujours après les pronoms personnels ou les adverbes de lieu, pour marquer plus expressément la personne ou la chose dont on parle. Même).

end-eeun

1850
Référence : GON.II pg déeun (voyez "enn-déeun").

end-eeun

1850
Référence : GON.II pg déon (Voyez "deûn" et "enn-déeun").

end-eeun

1850
Référence : GON.II pg endéeun (voyez "enn-déeun").

Me end-eeun eo.

1850
Référence : GON.II pg enn-déeun ou enn-déon (C'est moi-même).

Amañ end-eeun eo bet lazhet.

1850
Référence : GON.II pg enn-déeun, enn-déon (C'est ici même qu'il a été tué).

Va c'hêr end-eeun eo

1909
Référence : BROU p. 234 (c'est ma vraie maison)

eontr end-eeun

1909
Référence : BROU p. 235 (on ne dit jamais eontr-kompez ni surtout eontr-gompez; mais eontr enn-deon ou eontr prop)

bremañ end-eeun

1909
Référence : BROU p. 234 (à l'instant même)

Hor roue hon eus beziet war vaez-ar-stourm, el lec’h end-eeun m’oa bet trec’h d’e enebourien.

1923
Référence : SKET p.19

War-lerc’h Dêvokatus, an doueed end-eeun eo a renas ar seizh meuriad, o c’helennas, a skuilhas warno teñzor o furnez hag o gouiziegezh, ouzh o lakaat barrek d’o c’hefridi-veur.

1923
Référence : SKET p.141

Hogen, er c’houlz end-eeun ma stouent outi, unan a-gleiz, egile a-zehou, ha m’edo Derkeia torret he c’halon oc’h anaout e rankje gouzañv pezh o doa gouzañvet he c’hoarezed, e welas un trede den dic’hortoz o sevel sonn a-dreñv an daou all.

1923
Référence : SKET p.103

Goullonteret e voe da heul tarzhidigezh steudennad menezioù ar Sav-heol, el lec’h end-eeun m’oa-hi en he moanañ, da lavarout eo el lec’h ma sav an « Dorioù-houarn » brudet (Reclus, Europe centrale, pp. 289, 322, 326).

1923
Référence : SKET p.42

Disklêriet eo end-eeun e kan ar Senoned e tigasas kanennoù Matugenos ar peoc’h hag ar sioulded er c’hoad hag en doureier, en neñv ha war an douar ; arsav a voe da bep emgann, da bep garm, da bep kan.

1923
Référence : SKET p.45

O gof an doueed, ro din eus al laezh marzhus a zo bet an doueed maget gantañ, pe, a-hend-all, ro din da vuoc’h end-eeun.

1923
Référence : SKET p.36

Ha, da stagañ ganti, setu petra a lavar kanenn beleien ar Senoned (1), deut dezho eus an amzerioù pellañ, diouzh m’hen disklêriont hag evel m’hen diskouez anat ar yezh end-eeun m’eo bet savet enni : « Gouenn ar Gelted, un doue eo he c’hrouas [...]».

1923
Référence : SKET p.33

Hemañ en doa e gaset da gerc’hat dour d’an eienenn en deiz end-eeun ma tlee dont an elerc’h.

1924
Référence : SKET.II p.35

An daou ganfard-mañ, pa vezent er-maez, a zo heñvel ouzh daou diaoul dishualet ; Bilzig, end-eeun, a zo deut da vezañ ur gwall baotr.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 47, p.1125 (Miz Du 1924).

Pell, pell-amzer e oa abaoe m’en devoa graet ar paotr e zibab, abaoe m’en devoa faoutet gant e gontell biz-meud ur plac’hig yaouank ha sunet dezhi he gwad, abaoe m’en devoa hi dalc’het semplet entre e zivrec’h, abaoe end-eeun ma oa bet deut, hi hag he mamm, evit hen trugarekaat : he mouezhig he devoa sederaet e galon, he skeudenn a blac’hig kuñv a oa antreet en e eñvor.

1925
Référence : BILZ2 p.179

Diaes-bras eo lavarout gant pe zoare-krignañ eo bet kleuzet an draonienn-se, rak paouez a rae skornegoù amerikat ar Pevarhoalad e-kichen New-York end-eeun.

1943
Référence : TNKN p49

An darn vuiañ eus e bezhioù a oa tennet an dezenn anezho gantañ eus an Testamant Kozh : Ar Mab Prodig, Jozeb gwerzhet gant e vreudeur, hag all. End-eeun ar pezh a felle d’ur strollad kristen.

1944
Référence : EURW.1 p.95

Roet e vez, a-dra-sur, d'an neb en deus an enor da sevel betek ar Velegiezh, plas an Aotrou Krist, end-eeun, war an douar, hag ar galloud zoken da liammañ ha da ziliammañ ar pec'hedoù.

1949
Référence : SIZH p.61

Bremaik, end-eeun, emañ ar « Capitula de Culpa ».

1949
Référence : SIZH p.59

C'hoant hor boa koulskoude da vezañ en em gavet a-barzh na vije re noz, rak leviat war seurt hentoù ouzh sklerijenn ar gouloù n'eo ket ebat, pa 'z eo gwall denn end-eeun ouzh sklerijenn an deiz.

1985
Référence : DGBD p82

Pellgomz da Lefkaditi, sekretourez Korasidis, ha goulenn outi hag anavezout a rae e guzulier kemedel end-eeun.

2015
Référence : EHPEA p84

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux