A. (db. an dud)
Zo distaolet gantañ e vennozhioù, e gostezenn, e vroad.
Ne nac'himp ket hor bro c'henidik nag hon tud-kozh : ne vimp ket renavi. Ar bagadoù renavi a troas kein d'al lezenn.
2. Zo distaolet gantañ ar relijion gristen, a bec'h a-enep dezhi.
Ar beleg renavi. Du-hont en ur vro renavi hoc'h eus breudeur difeiz da zifaziañ. Unan ag ar renavied fallañ zo bet biskoazh.
B. (db. an avaloù-douar)
Zo kresket diwar avaloù-douar disoñjet gant an eosterien er bloavezh kent.
Avaloù renavi.
[...] seizh doare meuriadoù : ar meuriadoù trec’h, ar meuriadoù renavi, ar meuriadoù diouennet, ar meuriadoù reuzeudik, ar meuriadoù dilignezet, ar meuriadoù kollet, ar meuriadoù gwirion (2).
[...] seiz doare meuriadou : ar meuriadou trec’h, ar meuriadou renavi, ar meuriadou diouennet, ar meuriadou reuzeudik, ar meuriadou dilignezet, ar meuriadou kollet, ar meuriadou gwirion (2).
1923
Référence :
SKET
p.88
Ouzhout, kure, am eus avi, / Me, an trubard, ar renavi, / Pa zeu lec'hid da zilaviñ, / Lec'hid lor ha brein ma fec'hed / 'Barzh ma c'halon skuizh ha rec'het / Hag em ene lous ha nec'het.
Ouzout, kure, am eus avi, / Me, an trubard, ar renavi, / Pa zeu lec'hid da zilavi, / Lec'hid lor ha brein ma fec'hed / 'Barz ma c'halon skuiz ha rec'het / Hag em ene lous ha nec'het.