Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

A. (db. an dud) Zo distaolet gantañ e vennozhioù, e gostezenn, e vroad. Ne nac'himp ket hor bro c'henidik nag hon tud-kozh : ne vimp ket renavi. Ar bagadoù renavi a troas kein d'al lezenn. 2. Zo distaolet gantañ ar relijion gristen, a bec'h a-enep dezhi. Ar beleg renavi. Du-hont en ur vro renavi hoc'h eus breudeur difeiz da zifaziañ. Unan ag ar renavied fallañ zo bet biskoazh. B. (db. an avaloù-douar) Zo kresket diwar avaloù-douar disoñjet gant an eosterien er bloavezh kent. Avaloù renavi.

Skouerioù istorel : 
2
Kuzhat roll ar skouerioù

[...] seizh doare meuriadoù : ar meuriadoù trec’h, ar meuriadoù renavi, ar meuriadoù diouennet, ar meuriadoù reuzeudik, ar meuriadoù dilignezet, ar meuriadoù kollet, ar meuriadoù gwirion (2).

1923
Daveenn : SKET p.88

Ouzhout, kure, am eus avi, / Me, an trubard, ar renavi, / Pa zeu lec'hid da zilaviñ, / Lec'hid lor ha brein ma fec'hed / 'Barzh ma c'halon skuizh ha rec'het / Hag em ene lous ha nec'het.

1960
Daveenn : PETO p40

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial