Tr. stl. isur. SALV MA.
1. (gant ur v. en doare-diskl.)
Troienn a verk un enebadenn e-keñver ar pezh zo bet geriet a-raok, o tegas ur strishadenn, ur reizhadenn pe un ouzhpennadenn.
Evel ar silzig arall e vez graet ar re-mañ salv ma vez lakaet ar c'hig war blad.
HS. nemet.
2. (gant ur v. en amzer-da-zont, en doare-diskl. pe en doare-div.)
Troienn a verk un diviz e-keñver ar pezh zo bet geriet a-raok.
Roet o deus lec'h dimp en o zi salv m'o magimp.
DHS. gant (ma).