Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Mots parents :
0

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Définition :  Masquer la définition

Trede gour unan stumm lec'hiañ ar verb "bezañ" en amzer dremenet ledan.

Exemples historiques : 
58
Masquer la liste des exemples

Hag evel maz edoa ouzh he fidiñ a zevosion vras ez c'hallje demeritañ kavout un darnig [eus] he relegoù.

1576
Référence : Cath p25

Neuze Sanktez Katell pehini a yoa en oad a seitek vloaz pan oa en he falez, karget a bep pinvidigezh hag a servijerien[,] merc'h unik d'he zad ha d'he mamm : pan glevas an brud hag an c'hri a edoa gant bep seurt anevaled pere a brezanted evit o sakrifiañ, hag an joa a rae an re a gane inkontinant ez kasas ur mesajer evit enklask, petra oa an dra-se.

1576
Référence : Cath p5

Ha pan edoe an impalazr Maksentius, asamblet gantañ en Aleksandri an holl binvidien ha peorien evit sakrifiañ d'an idoloù[,] hag an gristenien pere n'oz deurie sakrifiañ d'an idoloù, en devoa ordrenet ez vizent lekaet d'an marv ;

1576
Référence : Cath p5

Neuze an werc'hez venniget a bedas hon aotrou Doue ez plijze gantañ terriñ ha distrujañ en injinoù-se en enor an hanv benniget anezhañ, ha evit koñversion an bobl pere a edoe prezant, hag enkontinant maz oa dispozet lakat an werc'hez en tourmant-se.

1576
Référence : Cath p20-21

1. Ouzh harz ar Groaz ma'z voe gloazet / Doue hon Roue-ni, krusifiet, / Ez edoa e vamm estlammet, / Ha hi e zivoud hirvoudet.

1622
Référence : Do. p59

1. P'edo JEZUZ binniget / Evidomp-holl krusifiet, / Ez edo e vamm velkoniet / E-harz ar groaz ma oa staget.

1677
Référence : Do. p65

David pa ne edo c'hoazh nemet ur c'hrennbaotrig, a lazhas ar jeant Goliath gant un taol baltram.

1732
Référence : GReg pg fronde (David tua Goliath avec une fronde.)

David petra bennak n'edo nemed ur c'hrennbaotrig c'hoazh, ha memesamant ur c'hornandonig e-skoaz ar jeant Goliath, a zeuas couscoude a-benn da lazhañ gant un taol baltram, ar pikol - felpenn – lakepod bras-se.

1732
Référence : GReg pg geant (David, lorsqu'il n'étoit encore que d'une taille fort mediocre, & un nain en comparaison de Goliath, vint à bout de tuer ce geant, d'un coup de fronde.)

pa edo kreañ ar c'hombat

1732
Référence : GReg pg fort-e (Au fort du combat.)

pa edo kreañ e anken

1732
Référence : GReg pg fort-e (Au fort de la douleur qu'il ressentoit.)

ez edo

1850
Référence : GON.II p.32 (passé imparfait, "il était").

E-pad m'edo o vont, a bep tu o sellet, / Ur pezh bandennad tud gantañ en em gavas.

1867
Référence : MGK p143

Ar pezh a lavaran ned eo ket hep abeg ; / Setu evit petra : amañ ez eus meneg / Eus ur c'hreg paour a voe beuzet / En ur stêr zon, ar stêr Oded, / P'edo o vont da gas e lein / D'he fried, bener mein.

1867
Référence : MGK p142

Dont a ra diwar herr, hag o vezañ klevet / Edo ar bleiz yuzaz oc'h ober e voutoù : / — « Aon am beus, emezañ, n'ho pet klevet, aotrou, / Gevier diwar va fenn / Evidoc'h pa beden, / Ha na ven bet e gaou dirazoc'h tamallet ?

1867
Référence : MGK p104

Ganto n'edo al louarn, emichañs, dre 'n abeg / Ne gare ar re vras ha ne oa ket losteg.

1867
Référence : MGK p104

An hoc'h diabafet / A sav krenn en e sav, / A lamm d'ar chaseer, 'pad m'edo o vizañ / Ur glujarig yaouank plafet war ur pengenn, / Ha, goude en teurkañ, a varv en e gichen.

1867
Référence : MGK p98

Doue oa gant ar re-mañ, n'edo gant egile ; / Reiñ reas d'e vugale / Un eost puilh, a-zoare.

1867
Référence : MGK p89

P'o devoe en em gutuilhet, / Rebechet, youet, rendaelet / A-bep-eil en em damallet, / Ar marmouz, o welet penaos edo 'r c'hoari, / A lavaras dezho, droug ennañ a-zevri : / - "Bremañ, va mignoned, me oar mat ho toareoù, / Hag ho-taou e paeoc'h ar gwir hag ar mizoù.

1867
Référence : MGK p37

— Gwir a livirit, Aotrou person, deomp d’hen tennañ er-maez... Koulskoude n’on ket evit kaout truez outañ : bremaik edo o tennañ warnomp.

1877
Référence : EKG.I. p.305

Un eur a oa edo ar soudarded gourvezet war o c’hleuz ha den ne deue war-zu enno.

1877
Référence : EKG.I. p.163

Er penn kentañ eus a viz Mae edo ar "Rogasionoù", hag evel-se mard oa noz p’en em gavje an holl, ne vije ket c’hoazh re ziwezhat.

1877
Référence : EKG.I. p.158

P’edo Loull oc’h en em gaout e penn ar c’hraou, edo erru er-maez eus an ti gant ur bailhad gwelien tomm d’e gezeg.

1877
Référence : EKG.I. p.135-136

Evit gwir Per ar C’houilh ne anaveze ket Loull ar Bouc’h er stad ma edo ; ma en divije graet, oa bet tristoc’h c’hoazh e zoare, rak ar c’hemener-se a oa unan eus an dud gwellañ a oa er vro, evitañ da vezañ kemener.

1877
Référence : EKG.I. p.133

Da vihanañ teñval e oa, n’oa den war an hent ; ne gleved netra nemet chas Plouared, chas ar C’hozhvarc’had hag ar chas all a-dro-war-dro oc’h harzhal, an eil ouc’h egile. Lakaet e oant bet war-sav gant an tennoù a oa bet e Plouared, ha bremañ o doa an aer da lavaret, dre o harzhadennoù, edo pep hini dihun ha war droad, o tiwall madoù e vestr.

1877
Référence : EKG.I. p.129-130

Bezañ edo war-c’hed taol ar marv, rak gouzout mat a ra pegement a zroug en eus graet d’ar chouanted ha d’o zud ; gouzout a ra n’en deus netra da c’hedal diganto. Hag iskis eo neuze mar deus bec’h warnezhañ ?...

1877
Référence : EKG.I. p.125

Hag ar merk eus an tennoù-se a zo c’hoazh e treust ar gambr kreiz, ma n'eo ket bet, n’eus ket pell, nevezet an ti m’edo ar person "intru" o chom ennañ.

1877
Référence : EKG.I. p.120

Mes ar manac’h a zivinas raktal edo koustiañs an den kozh-se o pikat anezhañ, hag e lavare outañ e-unan : Hemañ, an den-mañ, ma n’en deus ket merzheriet va c’henvreudeur, menec’h Sant-A[l]bin, a dle bezañ merzheriet menec’h-all, ha va c’homzoù a ya betek goueled e galon.

1877
Référence : EKG.I. p.57

E-pad m’edo Job Karo [o] kontañ an traoù doanius-se, Klaodina an Hir, e c’hwreg, he doa aozet ur banne soubenn ar jaodell.

1877
Référence : EKG.I. p.46

P’en em gave al listri bihan-se war-wel da zouar Bro-Saoz e taolent o barrikennadoù gwin-ardant er mor, un tamm plom pounner stag outo, evit o c’has d’ar goueled, hag, ouc’h an tamm plom-se, ur gordenn hir, ur pezhiad spoue ouc’h he lost evit neuennat war an dour, da ziskouez e pelec’h edo.

1877
Référence : EKG.I. p.18

Bemdez e kleve ar c’heleier, gouzout a rae petra [a] c’houlenned digant an eskibien, e genvreudeur, ha n’edo ket a-zindan-zivin e vije, a-barzh nebeut, goulennet digantañ ar memes tra.

1877
Référence : EKG.I. p.9

E pelec’h edo an alc’houez ?

1878
Référence : EKG.II p.117

Netra ! netra ! Eo, pa lavarin mat ; kaout a rae din bezañ klevet adarre evel unan bennak o klemm dre-douez skourroù ar gwez-derv, ha zoken, n’edo ket pell diouzhin.

1878
Référence : EKG.II p.41

Hag e renas ar sioulded el logell hag an nec’h hag an enkrez, rak n’o doa ket tremenet an daou bried hep merzhout esmae ar plac’h yaouank ha mantret edo o c’halon gant ar c’homzoù anezhi.

1923
Référence : SKET p.105

Evel-se edo ar bed ganto pa zigouezhas da Vomoros, un nozvezh, kaout un hunvre.

1923
Référence : SKET p.119

Tro-dro edo gwazed ha merc’hed gronnet stank-diniver en emstumm pedennerien.

1923
Référence : SKET p.120

Hag eus lenn an Heol e reer bremañ mor an Heol, nemet, war a lavarer, ul lenn edo c’hoazh d’ar mare, ec’hon, divent, diheverz (e-maez-gwel) an harzoù anezhi, hep treuzkiz-dour ebet etrezi hag ar mor a zo er c’hornog, da lavarout eo mor ar Goularz pe mor an Hanternoz.

1923
Référence : SKET p.94

Hec’h adgwelout a rae, ha hi heñvel ouzh m’edo gwechall, ha kaeroc’h c’hoazh.

1923
Référence : SKET p.74

Azezet etre gwrizioù an div wezenn edo daou zen, hag i kenvriataet tener.

1923
Référence : SKET p.73

Ken dizanat edo an avoultriezh ma n’oa gant ar yezh ger ebet d’hec’h envel, ha n’he doa pourchaset al lezenn kastiz ebet d’ar seurt torfed.

1923
Référence : SKET p.67

« Ti an Daou » a raed eus an ti-se, hag edo en e sav war glazenn Sonnoialos (« frankizenn an Heol »), kaerañ frankizenn a oa dre goadoù tachad-bro ar Sav-heol.

1923
Référence : SKET p.64

An naetded a oa ar sked anezhi war bep tra : kêr hag arrebeuri, tud ha loened, dilhad ha korf. Ret-holl ha m’edo !

1923
Référence : SKET p.63

E-keñver da Aedobitus edo Nemobitus (6), an islonk distrad, divent, diharzoù, ma rene ennañ bepred an noz hag ar yenien, e lec’h n’oa tra a gement en dije buhez, domani ar Goullo, an Netra hag ar Marv.

1923
Référence : SKET p.27

Pell e kantreis, o klask, hep he c’havout, roudenn an oaled : stlabezet ez oa ar mein anezhi, aet al ludu gant an avel, ha goloet al lec’h m’edo gant hir-c’heot, strouezh ha brousgwez.

1923
Référence : SKET p.22

N’edo ket ar boaz d’ar gwerc’hezed gouestlet d’an Heol dougen ar gouriz arem hag ar gourgleze. Nemet troet ar boaz diwar an nozvezh-mañ ! Ma vije bet ganen un arm bennak, biskoazh ne ve c’hoarvezet ar pezh a zo en em gavet henozh.

1923
Référence : SKET p.106

Penaos edo reizhet bevidigezh Vindosêtlos.

1924
Référence : SKET.II p.15

An dourni he zennas eus ar vougev e-lec’h m’edo kousket e lein ar menez.

1924
Référence : SKET.II p.51

Ouzh o gwelout ez pije lavaret edo o c’halon war-nes rannañ, o buhez war dec’hout diouto, edont o vont da gouezhañ war an hent.

1924
Référence : SKET.II p.38

Ruz-tan edo aet Vindosêtlos gant fromet ez oa.

1924
Référence : SKET.II p.35

Ha gant an aezhenn dour a save eus e vouead melen-aour edo latarennet-holl ar gegin.

1924
Référence : SKET.II p.35

Didud edo Abalos d’an amzer-se, hep ken hentadur nemet an doueed.

1924
Référence : SKET.II p.8

Edo e soñj mont da gavout e voereb da gomz dezhi diwar-benn an heritaj, ha setu n’en doa ket amzer !

1944
Référence : ATST p.128

— « Trist eo. » a huanadas ar voereb. Daou vunut goude edo adarre moredet.

1944
Référence : ATST p.35

N’edo ket oc’h huñvreal, ha dihun mat e oa, rak pa voe dibikouzet ganti he daoulagad, e welas ar sklerijenn souezhus o parañ war ar prenestr, ker gwenn, ken difiñv, ha ker spontus hag a-raok.

1944
Référence : ATST p.52

Harp ouzh spled-houarn ur chapel-gostez, - tronañ a rae enni Itron[-]Varia ar Rozera, fichet kran en he sae hir voulouz mouk-, edo daoulinet ur vaouez du-wisket, o pediñ, stouet e fenn ganti.

1949
Référence : SIZH p.37

Da serr-noz edo adarre en iliz gant e gefridi skubañ ha diboultrennañ an aoterioù.

1949
Référence : SIZH p.41

Ken teñval edo ar c'hogn m'edo daoulinet, ma voe darbet d'ar breur Arturo mont e-biou hep he gwelout.

1949
Référence : SIZH p.41

Edo, kofesour a-raok ar velegiezh, o vont marteze da glevout anzavioù un ene trubuilhet, ha d'e frealziñ gant madelezh.

1949
Référence : SIZH p.42

N'edo ket eno. Didud a oa an iliz teñval.

1949
Référence : SIZH p.65

Note d'étude

Stummoù ar verb "bezañ" en "ed-", "edi" prl., a veze en implij evit merkañ an amzer-vremañ koulz hag an amzer-dremenet betek an XVIIIvet kantved a-barzh ar c'hargoù-mañ bezañ dispartiet mat etre ar stummoù e "em-" diwar batrom "emañ" evit an amzer-vremañ hag e "ed-" evit an amzer-dremenet nemetken.

Ordre alphabétique

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux