Neuze Sanktez Katell pehini a yoa en oad a seitek vloaz pan oa en he falez, karget a bep pinvidigezh hag a servijerien[,] merc'h unik d'he zad ha d'he mamm : pan glevas an brud hag an c'hri a edoa gant bep seurt anevaled pere a brezanted evit o sakrifiañ, hag an joa a rae an re a gane inkontinant ez kasas ur mesajer evit enklask, petra oa an dra-se.
Da vihanañ teñval e oa, n’oa den war an hent ; ne gleved netra nemet chas Plouared, chas ar C’hozhvarc’had hag ar chas all a-dro-war-dro oc’h harzhal, an eil ouc’h egile. Lakaet e oant bet war-sav gant an tennoù a oa bet e Plouared, ha bremañ o doa an aer da lavaret, dre o harzhadennoù, edo pep hini dihun ha war droad, o tiwall madoù e vestr.
Ruz-tan edo aet Vindosêtlos gant fromet ez oa.
N’edo ket oc’h huñvreal, ha dihun mat e oa, rak pa voe dibikouzet ganti he daoulagad, e welas ar sklerijenn souezhus o parañ war ar prenestr, ker gwenn, ken difiñv, ha ker spontus hag a-raok.
Edo e soñj mont da gavout e voereb da gomz dezhi diwar-benn an heritaj, ha setu n’en doa ket amzer !
Harp ouzh spled-houarn ur chapel-gostez, - tronañ a rae enni Itron[-]Varia ar Rozera, fichet kran en he sae hir voulouz mouk-, edo daoulinet ur vaouez du-wisket, o pediñ, stouet e fenn ganti.
Da serr-noz edo adarre en iliz gant e gefridi skubañ ha diboultrennañ an aoterioù.
Ken teñval edo ar c'hogn m'edo daoulinet, ma voe darbet d'ar breur Arturo mont e-biou hep he gwelout.
Edo, kofesour a-raok ar velegiezh, o vont marteze da glevout anzavioù un ene trubuilhet, ha d'e frealziñ gant madelezh.
N'edo ket eno. Didud a oa an iliz teñval.