Dezverkoù all

Stankter implij : 

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Trede gour lies stumm lec'hiañ ar verb "bezañ" en amzer dremenet ledan. HS. (e) oant

Skouerioù istorel : 
11
Kuzhat roll ar skouerioù

ez edont

1850
Daveenn : GON.II p.32 (passé imparfait, "ils étaient").

Ar gêr m'edont e-barzh, dre nerzh voe kemeret.

1867
Daveenn : MGK p124

Eno edont war ar glasder / Eñ, e c'hrwek hag e re vihan ; / N'o doa taol ebet na touzier, / Naon avat en doa pep unan.

1867
Daveenn : MGK p38

Edont o vont da inouiñ, rak krediñ a c’hellit ne dleent ket bezañ en o aes a-dreuz-kof war ur c’hleuz, e-touez al lann, pa glevjont a-bell e-kreiz sioulder an noz, ur vouezh o kanañ : Exurge Domine, adjuva nos et libera nos propter nomen tuum.

1877
Daveenn : EKG.I. p.163

P’edont o tispartiañ an eil diouc’h egile, daeloù puilh a rede eus o daoulagad o-daou ; en em staget [e] oant an eil ouc’h egile.

1877
Daveenn : EKG.I. p.54

An Tunk ne voe ket pell evit divinout ar pezh a yoa o vont da c’hoarvezout gantañ ha gant e soudarded ; edont holl o vont da vezañ lazhet a daolioù bazh, a daolioù peul, a daolioù forc’h hag a daolioù krog.

1877
Daveenn : EKG.I. p.256

Hag e veze graet dezho war o c’himiad hevelep lidoù ha p’edont o tigouezhout.

1923
Daveenn : SKET p.64

Da hemañ, anezhañ danvez kile o buhez, danvez o fried, e kinnigent an aval melen-ruz edont o paouez kuntuilh : « E kement lec’h ma vezi-te, Karêios, e vezin-me, Karêia. »

1923
Daveenn : SKET p.68

Ouzh o gwelout ez pije lavaret edo o c’halon war-nes rannañ, o buhez war dec’hout diouto, edont o vont da gouezhañ war an hent.

1924
Daveenn : SKET.II p.38

Ar c’hazh penn du eta a glaske, a glaske hag a ruilhe botez war votez, ha ne leunie e gof nemet gant c’hwez al logod tremenet eno an devezhioù a-raok, p’edont o vont da glask ur vro all.

1944
Daveenn : ATST p.63

Redek a reas ur gridienn penn-da-benn e gorf, ha merzhout a reas, n'em eus ket lavaret hep ur mousc'hoarzhig laouen, edont aze, eñ, gwenn-kann en e sae vanac'h, hag hi, du evel askell ar vran.

1949
Daveenn : SIZH p.42

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial