Eno edont war ar glasder / Eñ, e c'hrwek hag e re vihan ; / N'o doa taol ebet na touzier, / Naon avat en doa pep unan.
Eno e-dont war ar glasder / Hen, he c'hrek hag he re vihan ; / N'ho doa taol e-bed na tousier, / Naoun a-vad en doa peb-unan.
1867
Référence :
MGK
p38
P’edont o tispartiañ an eil diouc’h egile, daeloù puilh a rede eus o daoulagad o-daou ; en em staget [e] oant an eil ouc’h egile.
P’edont o tispartia an eil diouc’h egile, daelou puill a rede euz ho daoulagad ho daou ; en em staget oant an eil ouc’h egile.
1877
Référence :
EKG.I.
p.54
An Tunk ne voe ket pell evit divinout ar pezh a yoa o vont da c’hoarvezout gantañ ha gant e soudarded ; edont holl o vont da vezañ lazhet a daolioù bazh, a daolioù peul, a daolioù forc’h hag a daolioù krog.
An Tunk ne oue ket pell evit divinout ar pez a ioa o vont da c’hoarvezout ganthan ha gand he zoudarded ; edont oll o vont da veza lac’het a daoliou baz, a daoliou peul, a daoliou forc’h hag a daoliou krok.
1877
Référence :
EKG.I.
p.256
Edont o vont da inouiñ, rak krediñ a c’hellit ne dleent ket bezañ en o aes a-dreuz-kof war ur c’hleuz, e-touez al lann, pa glevjont a-bell e-kreiz sioulder an noz, ur vouezh o kanañ : Exurge Domine, adjuva nos et libera nos propter nomen tuum.
Edont o vont da inoui, rak kredi a c’hellit ne dlient ket beza en ho eaz a dreuz-kof var eur c’hleuz, etouez al lann, pa glefchont a bell e kreiz sioulder an noz, eur vouez o kana : Exurge Domine, adjuva nos et libera nos propter nomen tuum.
1877
Référence :
EKG.I.
p.163
Edont, Jañ-Mari ar Flo[c'h] hag eñ, o klask ul lec’h bennak goudor a-walc’h da ober ti da reiñ golo ha kuzh d’an Aotrou Lejeune.
Edont, Jan-Mari ar Floch hag hen, o klask eul leac’h bennag goudor avoualac’h da ober ti da rei golo ha kuz d’an Aoutrou Lejeune.
1878
Référence :
EKG.II
p.191-192
Ar soudarded n’edont ket pell war-lerc’h.
Ar zoudarded n’edont ket pell var-lerc’h.
1878
Référence :
EKG.II
p.189
Da hemañ, anezhañ danvez kile o buhez, danvez o fried, e kinnigent an aval melen-ruz edont o paouez kuntuilh : « E kement lec’h ma vezi-te, Karêios, e vezin-me, Karêia. »
Da heman, anezan danvez kile o buhez, danvez o fried, e kinnigent an aval melen-ruz edont o paouez kuntuilh : « E kement lec’h ma vezi-te, Karêios, e vezin-me, Karêia. »
1923
Référence :
SKET
p.68
Hag e veze graet dezho war o c’himiad hevelep lidoù ha p’edont o tigouezhout.
Hag e veze graet d’ezo war o c’himiad hevelep lidou ha p’edont o tigouezout.
1923
Référence :
SKET
p.64
Ouzh o gwelout ez pije lavaret edo o c’halon war-nes rannañ, o buhez war dec’hout diouto, edont o vont da gouezhañ war an hent.
Ouz o gwelout ez pije lavaret edo o c’halon war-nes ranna, o buhez war dec’hout diouto, edont o vont da goueza war an hent.
1924
Référence :
SKET.II
p.38
Ar c’hazh penn du eta a glaske, a glaske hag a ruilhe botez war votez, ha ne leunie e gof nemet gant c’hwez al logod tremenet eno an devezhioù a-raok, p’edont o vont da glask ur vro all.
1944
Référence :
ATST
p.63
Redek a reas ur gridienn penn-da-benn e gorf, ha merzhout a reas, n'em eus ket lavaret hep ur mousc'hoarzhig laouen, edont aze, eñ, gwenn-kann en e sae vanac'h, hag hi, du evel askell ar vran.
Redek a reas ur gridienn penn-da-benn e gorf, ha merzout a reas, n'em eus ket lavaret hep ur mousc'hoarzhig laouen, edont aze, eñ, gwenn-kann en e sae vanac'h, hag hi, du evel askell ar vran.