1. GWECHALL
[1659, 1909] Stumm lec'hiañ ar verb "bezañ" en amzer-vremañ er c'hentañ gour unan.
[1659] IDON
[1659] Amañ el lec'h ma idon : el lec'h m'emaon.
&
[1909] EDON
[1909] Edon.
HS. emaon, emedon
2. BREMAÑ
[1850, 1867, 1878, 1923, 1944, 1949] Gour kentañ unan stumm lec'hiañ ar verb "bezañ" en amzer-dremenet ledan.
[1850] Ez edon.
[1867] N'edon gant ar re all, pa'z int deut d'ho kwelet.
[1878] evelato, evel a dleit da soñjal, n'edon ket re em aez.
[1923] P’edon en Aleksandria-war-an-Nil, e ris anaoudegezh gant un den desket-bras eus broad ar C’hresianed a zeuas da geneil din hag am lakeas da ergerzhout kêr ha da welout ar marzhioù anezhi.
[1944] — « Soñjit ’ta ! » emezañ, « bremaik edon o pesketa aze, e-tal ar foenneg hir, pa em eus gwelet, o ! gwelet sklaer ha fraez[h] gant va daou lagad, ur pakad traoù heñvel ouzh korf un den o vont dreist ar skluz.
[1949] « Dianket o klask ar peurvad, ne gaven neblec'h, edon o vont skuizh, pa 'n em gavis ganit, â te, kaer e-touez ar re gaer, dibabet gant va c'halon, rouanez va huñvreoù, « o divina! ».
HS. (e) oan
« N'edon gant ar re all, pa'z int deut d'ho kwelet. »
» N'edounn gant ar re all, pa'z int deut d'ho kwelet. »
1867
Référence :
MGK
p104
Evelato, evel a dleit da soñjal, n’edon ket re em aez.
Evelato, evel a dleit da zonjal, n’edon ket re em eaz.
1878
Référence :
EKG.II
p.136
edon
edouñ
1909
Référence :
BROU
p. 233 (je n'ai entendu edi qu'à l'île de Sein mais nous avons les autres personnes : Edouñ, edoud, edoump, edouc'h [edint n'existe pas] ; ainsi que l'imparfait edonn, edos, edo, edomp, edoc'h, edont. A l'île de Sein ils ont comme imparfait : iade pour ioa, me iade, iaden pour edon)
P’edon en Aleksandria-war-an-Nil, e ris anaoudegezh gant un den desket-bras eus broad ar C’hresianed a zeuas da geneil din hag am lakeas da ergerzhout kêr ha da welout ar marzhioù anezhi.
P’edon en Aleksandria-war-an-Nil, e ris anaoudegez gand eun den desket-bras eus brôad ar C’hresianed a zeuas da geneil d’in hag am lakeas da ergerzout kêr ha da welout ar marziou anezi.
1923
Référence :
SKET
p.45
Ho ! pell ne oan ket peogwir edon e Kervetouz.
1944
Référence :
ATST
p.70
— « Soñjit ’ta ! » emezañ, « bremaik edon o pesketa aze, e-tal ar foenneg hir, pa em eus gwelet, o ! gwelet sklaer ha fraez[h] gant va daou lagad, ur pakad traoù heñvel ouzh korf un den o vont dreist ar skluz.
1944
Référence :
ATST
p.13-14
« Dianket o klask ar peurvad, ne gaven neblec'h, edon o vont skuizh, pa 'n em gavis ganit, â te, kaer e-touez ar re gaer, dibabet gant va c'halon, rouanez va huñvreoù, « o divina! ».