Dezverkoù all

Stankter implij : 

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Gour kentañ unan stumm lec'hiañ ar verb "bezañ" en amzer dremenet. HS. (e) oan

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

ez edon

1850
Daveenn : GON.II p.32 (passé imparfait, "j'étais").

« N'edon gant ar re all, pa'z int deut d'ho kwelet. »

1867
Daveenn : MGK p104

Evelato, evel a dleit da soñjal, n’edon ket re em aez.

1878
Daveenn : EKG.II p.136

P’edon en Aleksandria-war-an-Nil, e ris anaoudegezh gant un den desket-bras eus broad ar C’hresianed a zeuas da geneil din hag am lakeas da ergerzhout kêr ha da welout ar marzhioù anezhi.

1923
Daveenn : SKET p.45

— « Soñjit ’ta ! » emezañ, « bremaik edon o pesketa aze, e-tal ar foenneg hir, pa em eus gwelet, o ! gwelet sklaer ha fraez[h] gant va daou lagad, ur pakad traoù heñvel ouzh korf un den o vont dreist ar skluz.

1944
Daveenn : ATST p.13-14

Ho ! pell ne oan ket peogwir edon e Kervetouz.

1944
Daveenn : ATST p.70

« Dianket o klask ar peurvad, ne gaven neblec'h, edon o vont skuizh, pa 'n em gavis ganit, â te, kaer e-touez ar re gaer, dibabet gant va c'halon, rouanez va huñvreoù, « o divina! ».

1949
Daveenn : SIZH p.65

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial