Dezverkoù all

Stankter implij : 

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Gour kentañ lies stumm lec'hiañ ar verb "bezañ" en amzer dremenet ledan. HS. (e) oamp

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

ez edomp

1850
Daveenn : GON.II p.32 (passé imparfait, "nous étions").

Goude ma oa achu ganeomp hor pedennoù, Per a lavaras din : — Yann, ha n’hoc’h eus ket gwelet un tamm sklerijenn o para warnomp e-pad m’edomp o lavaret hor pedennoù ?

1877
Daveenn : EKG.I. p.75

Per ha me, p’edomp o lavaret hor pedennoù, n’edomp ket o klask na bezañ gwelet na bezañ selaouet gant an dud, ha Doue a zigasas Jañ-Mari hag e dri vab da sellet ouzhomp ha da selaou ac’hanomp, ha goude-se, da reiñ deomp ar galonekañ digemer.

1877
Daveenn : EKG.I. p.83

E-pad m'edomp a-zevri gant hol labour hag o varvailhañ, unan ac'hanomp hor-seizh a c'harmas : "22 !", ha raktal ar c'hwec'h all a vanas war-dav hag a reas an neuz da drevellat gwashoc'h eget biskoazh. Holl e ouiemp mat-tre - bep a dammig skiant hor boa prenet e stal delt an demezell Warandero a Doullarc'hwen - peseurt ster en doa ar youc'h "22 !".

1929
Daveenn : SVBV p6

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial