Keloù ar marv a vez atav ur c’heloù a gañv ; en dro-mañ [e] oa ur c’heloù a laouenidigezh dreist-holl en hor bro-ni, rak edod o paouez dibennañ, e Montroulez, Mari-Juliana Jigant, leanez e Landreger ; an dimezell Kerlean, a Daole ; Perina ha Juliana Demaret, he c’hoar ; Barba Jago ha Modesta de Forsañs, evit bezañ hepken kuzhet beleien.
An troioù-saludiñ all, e-touez Kelted Iwerzhon, ez oa : — 1° sevel ha menel war-sav pa zigouezhe un den enorus ; — 2° sevel ar glin pe ar vorzhed p’edod azezet ; ur merk azaouez hennezh ha n’oa ket kerkoulz ha sevel en e sav ; — 3° reiñ ur pok, pe peurliesañ tri a bokoù, war ar jod ; — 4° pennlinañ pe daoulinañ.
Faezh e vezemp a-wechoù dre seniñ ne oar den pet gwech adal goulou-deiz betek an abardaez kan broadel Viktorig, dreist-holl o vezañ ma ’z oa fentus a-walc’h an ton anezhañ, daoust d’un anv lorc’hus « Kan-bale rouanez Italia », rak pa veze kroget gantañ, touiñ ho pije graet edod o vont da dripal ha da fringal, ha netra ken.