Plus d'options

Fréquence d'emploi : 

Définition :  Masquer la définition

ROUEZ. [1877, 1889, 2012, 2023] Doare dic'hour stumm lec'hiañ ar verb "bezañ" en amzer-dremenet ledan. [1877] Ni, ne ouiemp ket c’hoazh ar vicher ; edor oc’h he deskiñ deomp, ha diwezhatoc’h e kousto ker d’ar C’hallaoued. [1889] P’edor o vont en Iliz ec’h en em gavas eno un den yaouank n’oa anavezet gant den. [2012] An den edor o tennañ diouzh ar c’harr hag o lakaat en ur gador-ruilh... E vestr oa. [2023] A-zevri-bev edor oc'h echuiñ sevel bez an ozhac'h-meur war menez Karnak. HS. edod, (e) oad

Exemples historiques : 
4
Masquer la liste des exemples

Ni, ne ouiemp ket c’hoazh ar vicher ; edor oc’h he deskiñ deomp, ha diwezhatoc’h e kousto ker d’ar C’hallaoued.

1877
Référence : EKG.I. p.271

P’edor o vont en Iliz ec’h en em gavas eno un den yaouank n’oa anavezet gant den.

1889
Référence : BFA p.3

An den edor o tennañ diouzh ar c’harr hag o lakaat en ur gador-ruilh... E vestr oa.

2012
Référence : BOGLP p.11

A-zevri-bev edor oc'h echuiñ sevel bez an ozhac'h-meur war menez Karnak.

2023
Référence : KARNA p.5

Note d'étude

Tremen ral e hañval bezañ implij ar stumm "edor" evit "edod" er skridoù klasel. N'eus bet kavet nemet div reveziadenn anezhañ en 19vet kantved, diwar dorn Lan Inisan en embannadur kentañ Buez sant Fransez a Asiz e 1889 - Ar skouer-se zo bet reizhet en "edod" en embannadur 1942 embannet gant ar Vuhez Kristen - hag ur skouer all e-barzh Emgann Kergidu. Lan Inisan en doa graet gant ar stumm "edod" hed-da-hed e oberenn Emgann Kergidu mod-all. Gant se n'eo ket dibosupl hor befe amañ ur vi-koukoug evit "edod" met ne c'haller ket bezañ sur. "Edor" zo testeniekaet mat diwar dorn Goulc'han Kervella en hon amzer-ni, ar skrivagner nemetañ oc'h ober gant ar stumm-se. Aze ivez, pa weler pegen distank eo ar skouerioù hag an diouer anezho etre 2 reveziadenn nemeto Inizan hag implij a-vremañ Goulc'han Kervella e c'haller soñjal e verk moarvat "edor" un implij faziek e gwirionez, dre levezon merk "-r" ar stumm dic'hour en amzer-vremañ.

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux