Furm eus ar verb endevout en amzer-vremañ, er c'hentañ gour unan.
[1350] Me am eus un amorig.
[1624] Am es.
[1732] Me am eus. [1732] Me am eus bet. [1732] Aon am eus e ve mui a vignoniaj eget a vignonaj kenetrezo. [1732] Ober am eus outañ hag outi. [1732] Bet am eus. [1732] Aon am eus na gouezhfen. [1732] Me am eus soñj a se, evel pa vez oc'h arruout.
[1850] Anoued am eus. [1850] Ar bouzelloù o deus, diouzh ma'm eus lennet, seizh gwech hed an den. [1850] Bec'h am eus o tougen ar bec'had-mañ.
[1960] Ar menoz am eus graet da zisplegañ d'ar Gall / N'eus nemedon kablus, ez oc'h divlam a wall.
&
(er stumm nac'h)
[1732] Na'm [sic] eus ket a chañs.
HS. am beus
Inkontinant, Porfirius en em brezantas dirazañ en ul lavaret[ : «] Me am eus sebeliet korf ar rouanez, gwir servijerez da Jezuz-Krist hag am eus recevet ar feiz a Jezuz-Krist[. »]
incontinant porphirius e nem presantas dirazaff en vn lauaret: me a meux sebeliet corff an roanes guir seruigeres da iesus-christ hac a meux receuet en feiz a iesus-christ :
1576
Référence :
Cath
p22
[«] Hag an holl doueoù-se, pere a enorez na c'hellont sikour na te na neb o fed, am eus an holl disprizet[. »]
8. hac an holl doueouse pere a enorez na guellont sicourna te na nep ho pet a meux an oll dispriset:
1576
Référence :
Cath
p9
[«] Me zo Katell, merc'h unik d'ar roue Koste, hag onestant ez ven maget en pourpr hag instruet en ardoù liberal, evit-se holl em eus-i disprizet palamour da Jezuz Krist pehini am eus choazet evit pried.[»]
me so Cathell merch vnic dan roue coste, hac onestant ez venn maguet en pourp hac instruet en ardou liberal: yuitce oll e meuxy dispriset palamour da iesus-christ pehiny a meux choaset euit priet:
1576
Référence :
Cath
p9
am es
a mes
1624
Référence :
MEHAT
Niv. 23, Kerzu 2005, p.30
Na'm [sic] eus ket a chañs
Nam eus qet a chançz.
1732
Référence :
GReg
pg fortune (La fortune m'est contraire, ou ne m'est pas favorable.)
Aon am eus na gouezhzen.
Aoun am eus na goueçzénn.
1732
Référence :
GReg
pg craindre (Je crains de tomber.)
aon am eus e ve mui a vignoniaj eget a vignonaj kenetrezo
aoun am eus ne véz muy a vignouniaich egued a vignounaich qen-èntrezo
1732
Référence :
GReg
pg amitié
ober am eus outañ hag outi
ober am eus oud-tâ hag oudhy
1732
Référence :
GReg
pg affaire
me am eus ; te ez eus ; eñ en deus
me am eus ; te ez eus ; ê eñ deus
1732
Référence :
GReg
pg avoir (j'ai ; tu as ; il a)
me am eus bet ; te ez eus bet ; eñ en deus bet
me am eus bet ; te ez eus bet ; eñ en deus bet
1732
Référence :
GReg
pg avoir (j'ai eu ; tu as eu ; il a eu)
bet am eus
1732
Référence :
GReg
pg avoir (j'ai eu ; tu as eu ; il a eu)
Me am eus aznaoudegezh a gement-se.
Me am eus aznaoudéguez a guemen-ze.
1732
Référence :
GReg
pg connoissance (J'ai connoissance de cela.)
Me am eus soñj a se, evel pa vez oc'h arruout.
Me am eus sonch a ze, evel pa véz oc'h arruout.
1732
Référence :
GReg
pg frais (J'ai encore la memoire toute fraîche de cette histoire.)
Ar bouzelloù o deus, diouzh ma'm eus lennet, seizh gwech hed an den.
Ar bouzellou hô deûz, diouc'h m'am eûz lennet, seiz gwéach héd ann dén.
1850
Référence :
GON.II
pg bouzellen (Les intestins, d'après ce que j'ai lu, ont sept fois la longueur de l'homme).
Anoued am eus.
Anoued am eûz.
1850
Référence :
GON.II
pg anoued (J'ai froid.)
bec'h am eus o tougen ar bec'had-mañ
beac'h am eus o tougen ar bec'had-mañ
1909
Référence :
BROU
p. 205
Bez' am eus em faperoù kozh ur c'hontrad prenañ graet gant Yann Jafrenoù e studi Mestr Mourdret, noter e Skrignag e 1685, ur c'hontrad lodenniñ graet e 1709 gant Pêr Jafrenoù ha Soaz an Danteg, e bried, etre e bevar bugel.
Bez' am eus em faperou koz eur c'hontrad-prena graet gant Yann Jaffrennou e studi Mestr Mourdret, noter e Skrignag e 1685, eur c'hontrad-lodenni graet e 1709 gant Per Jaffrennou ha Soaz an Danteg e bried, etre e bevar bugel.
1944
Référence :
EURW.1
p9
Ar menoz am eus graet da zisplegañ d'ar Gall / N'eus nemedon kablus, ez oc'h divlam a wall.
Ar menoz am eus grêt da zisplega d'ar Gall / N'eus nemedon kablus, ez oc'h divlamm a wall.