Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Mots parents :
0

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
2
Afficher les variantes

Définition :  Masquer la définition

(war-lerc'h ar merkoù gour unan gourel "en" ha benel "he", pe war-lerc'h ar merk gour lies "o") Furm eus ar verb endevout e trede gour en amzer-da-zont. I. (en trede gour unan) 1. (Impl. goude ar merk gour gourel "en"). [1732] Ur skiant bras en devezo. [1732] Eñ en devezo. [1732] An dra-se en devezo heul. [1732] N'en devezo na fin, na difin. [1850] An daouugentved en devezo evit e lod. [1850] Gant daou grouerad en devezo a-walc'h. [1867] Nep piv bennak a oar goulenn en ur derriñ d'an dud o fenn, nep zo kasaus, a deu a ya 'bep-eil da glemm ha da ouelañ, en devezo gwalc'h e galon, enor, madoù diouzh m'eo mac'hom. [1960] Hep mar ebet, nep a ro bod / En do er c'hastiz perzh ha lod, / Met ma ne vennez difraeañ / ' Vo dav da gannañ ha fraeañ. [1985] Unan n'eo ket evit gouzañv ar sagege, unan all en devo ar brasañ heg ouzh ar c'helien tse-tse. 2. (Impl. goude ar merk gour benel "he"). [1850] Kaer he devezo ober, besteodez e vezo a-hed he buhez. II. (en trede gour lies; impl. war-lerc'h ar merk gour nepreizh "o"). [1732] Diouzh an isu o devezo an traoù. [1732] I o devezo. [1867] Al logoden diwar ar maez / Zo skouer d'ar re ned int ket aes, / Ned int ket aes war ar maezioù / Da chom hep dont war-dro 'r c'hêrioù, / Da ziskouez ez int tud diskiant, / O kaout o devezo arc'hant, / Dilhad kaer ha boued da vevañ / Evit treiñ ar vein da sec'hañ. [1972] un tañva eus an aergelc'h a oa eno o devezo lennerien Varr-Heol en ur lenn diskleriadur Yann Talbot, en anv Kuzul ar Brezhoneg. [1985] Hinniennoù a gavo bepred tu da begañ en ho kroc'hen [...], ha ma 'z eo soudarded eo a zo krog ennoc'h o devo bet amzer da voulc'hañ ho kroc'hen deoc'h... [1987] Ar Gelted a-viskoazh zo bet brudet-tre evit ar santidigezh o do eus traoù dianav ar bed emeur o tizoleiñ tamm-ha-tamm hiziv. [2015] An amzer da dizhout ar mediaoù pennañ, deoc'h da jediñ an amzer o do ezhomm ar gazetennerien evit degouezhout war al lec'h ur wech boulc'het gant an obererezh. [2016] 'Michañs en devo hennezh e walc'h a blijadur oc'h adkavout Akilleüs o vrezhonegañ...

Exemples historiques : 
25
Masquer la liste des exemples

an dra-se en devezo heul

1732
Référence : GReg pg (cela aura des) consequences

me am bezo ; te ez [sic] pezo ; te az pezo ; eñ en devezo

1732
Référence : GReg pg avoir (j'aurai ; tu auras ; il aura)

diouzh an isu o devezo an traoù

1732
Référence : GReg pg (selon les) évenements

E yec'hed en devezo a-benn nebeut.

1732
Référence : GReg pg guérir (Il guérira dans peu.)

Neb ne laka ket e boan hag e aket / N'en devezo na madoù, na boued.

1732
Référence : GReg pg goupil (A goupil endormi, rien ne lui chet en la gueule, -ancien proverbe-.)

ni hon bezo ; c'hwi ho pezo ; i o devezo

1732
Référence : GReg pg avoir (nous aurons ; vous aurez)

n'en devezo na fin, na difin

1732
Référence : GReg pg eternel (qui n'aura jamais de fin)

ur skiant bras en devezo

1732
Référence : GReg pg avoir (il aura un grand jugement)

An daouugentvet en devezo evit e lod.

1850
Référence : GON.II pg daou-ugeñtved (Il aura le quarantième pour sa part).

Gant daou grouerad en devezo a-walc'h.

1850
Référence : GON.II pg krouérad, krouériad (Il en aura assez avec plein deux cribles).

Kaer he devezo ober, besteodez e vezo a-hed he buhez

1850
Référence : GON.II pg bestéodez (Elle aura beau faire, elle sera bègue toute la vie).

N'en em ziskouez ket da Vooz, ken n'en devezo debret hag evet.

1850
Référence : GON.II.HV p.103, Buez Ruth.

Ra lakay an Aotrou ar c'hwreg-mañ pehini ez a en da di, heñvel ouzh Rachel ha Lia, pere o deus savet ti Israel, evit ma vezo ur skouer a furnez en Efrata, ha ma e devezo un hanv kaer e Betlehem.

1850
Référence : GON.II.HV p.107, Buez Ruth.

Setu an amzer bremañ ! Nep piv bennak a oar goulenn en ur derriñ d'an dud o fenn, nep zo kasaus, a deu a ya 'bep-eil da glemm ha da ouelañ, en devezo gwalc'h e galon, enor, madoù diouzh m'eo mac'hom ; ha mard eo gwe livenn e gein e pako c'hoazh silzig d'e lein. Evit ar re a zo tud vat, tud kalonek da labourat, tud hag a dalv e vent meulet ha mui c'hoazh e vent gopret, ar re-se paour, paour a vevo, ha, paour gant an naon a varvo ma ne skrampont, evel aered. Skrampat, neb a garo skrampat !

1867
Référence : MGK p23

Al logoden diwar ar maez / Zo skouer d'ar re ned int ket aes, / Ned int ket aes war ar maezioù / Da chom hep dont war-dro 'r c'hêrioù, / Da ziskouez ez int tud diskiant, / O kaout o devezo arc'hant, / Dilhad kaer ha boued da vevañ / Evit treiñ ar vein da sec'hañ.

1867
Référence : MGK p129

— Lavar din e pelec’h emañ, rak krediñ a ran e vank dezhañ meur a dra en e guzh ; hag e-pad m’en devezo ar c’habiten Jaouen un tamm bara, ar veleien vat o devezo ivez.

1877
Référence : EKG.I. p.214

Gwazh a se ! eme Bilzig dezhañ e-unan, gwazh a se ! kig o devo.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 42, p.976 (Even 1924)

Ar person plouz, war gren dalc'hmat, / En devo kavet repu sur / Ha distreiñ amañ a-youl-vat / E oar, hep mar, ne ve ket fur.

1960
Référence : PETO p66

Hep mar ebet, nep a ro bod / En do er c'hastiz perzh ha lod, / Met ma ne vennez difraeañ / ' Vo dav da gannañ ha fraeañ.

1960
Référence : PETO p40

un tañva eus an aergelc'h a oa eno o devezo lennerien Varr-Heol en ur lenn diskleriadur Yann Talbot, en anv Kuzul ar Brezhoneg

1972
Référence : BAHE niv. 75, p.4

Hiniennoù a gavo bepred tu da begañ en ho kroc'hen, ha ret e vo o zennañ hini hag hini diouzh al lec'h-se, ha ma 'z eo soudarded eo a zo krog ennoc'h o devo bet amzer da voulc'hañ ho kroc'hen deoc'h...

1985
Référence : DGBD p112

Unan n'eo ket evit gouzañv ar sagege, unan all en devo ar brasañ heg ouzh ar c'helien tse-tse; unan all c'hoazh a gasao ar muiañ ar moui pe ar c'helien-gorilh - ar re-mañ a zo lakaet da vezañ ar re washañ gant kalz tud dere ma tagont ac'hanoc'h zoken hag o vont d'ar red e vefec'h -, ar c'helien antiloped, hag all.

1985
Référence : DGBD p131

Ar Gelted a-viskoazh zo bet brudet-tre evit ar santidigezh o do eus traoù dianav ar bed emeur o tizoleiñ tamm-ha-tamm hiziv. Ma ! Alies a-walc'h eo degouezhet din kontañ d'am c'heneiled istorioù divoaz va ziegezh gant an disluiadennoù-se.

1987
Référence : ADGL p16

An amzer da dizhout ar mediaoù pennañ, deoc'h da jediñ an amzer o do ezhomm ar gazetennerien evit degouezhout war al lec'h ur wech boulc'het gant an obererezh.

2015
Référence : DISENT p75

'Michañs en devo hennezh e walc'h a blijadur oc'h adkavout Akilleüs o vrezhonegañ...

2016
Référence : ILIAS p. 4

Note d'étude

Tremenet eur tamm-tamm eus ar stumm klasel "devezo" (stumm nemetañ testeniekaet betek an XIXvet kantved) da "devo" (XXvet kantved) evit en em gavout muioc'h-mui gant ar stumm krenn "do" (XXvet kantved). An holl stummoù-se o kenvevañ er yezh c'hoazh betek bremañ.

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux