Taolet en doa pled ez oa truilhennek dilhad ar merc’hed yaouank, ma ’z oant hanternoazh ha ma krenent gant ar riv er goañv ; n’oa dezho, ouzhpenn, ar c’hregin-mor nemet ur bevañs treut ha difonn, hag he devoa alies plac’h he gouriz arem hag he gougleze poan vras o tanañ, gant ur maen-kailhastr hag un dornad bezhin sec’h, prenn-keuneud glep diwar ar peñseadoù.
Tennañ a reas un dic'hwezhadenn. Diwisket he devoa ur vanegenn. He gwalinier a daolas skleuroù. Ar breur Arturo a selle ouzh he brennid o sevel hag o tiskenn, hervez anal ar vaouez.
Dibabet en devoa ar Vaouez da benn-komz e gentel.
Ar strolladoù bodet e-barzh ar "c'holektif enep ar greizenn nukleel" [...] o doa galvet an dud d'en em gavout da 5 eur d'abardaez en tu all eus an Oded, tal al lezvarn, evit chom hep reiñ un digarez da baotred an arme pe ar C.R.S.ed da c'hoari gant o fennoù-bazh, o fuzuilhoù hag o grenadennoù.
Er penn-kentañ eus an teir sizhun am eus tremenet dindan toenn va madoberour, hemañ en em lakaas da sevel ur son diwar-benn ur plac'h kozh hag he doa bet ar gwalleur da reiñ an dilez d'he mab, hag hemañ he lakas er c'hlañvdi, en ospital Kemperle !
Xavier Ralougou, ar c'hartennaouer ha Raymond Moukanimambou, o-daou a ouenn nkomi, o devoa lakaet ivez o dilhad gwenn, hag hervez o renk e oant deut gant o zok-heol, met tennet o doa o hini hag e lakaet war an douar.
Bro-C'hall he devoa ezhomm a "zifennourien ar sevenadurezh" na petra 'ta, ha pep tra a veze graet evit lemel ar baotred kreñvañ eus ar vro, ur vro hag a zo ezhomm bras da gaout labourerien enni koulskoude.
A[-]drugarez Doue e oa unan bennak hag en devoa tanet ur sigaretenn a-raok ma oant en em gollet, hag e oa ur pakad sigaret bennak gant ar vandenn.
Pa zistrois dre eno daou viz goude e kavis o devoa dilezet ar c'horniad, hag aet un tammig larkoc'h.
[...] e dud-kozh, protestanted anezho o doa kavet repu e Prusia
Adkavet he doa he sederidigezh, hag a-boan ma oa tremenet ur miz e oa bet eskemmet al lojeiz modern, kempennet mistr, ouzh unan eeunoc'h, ha kroget e oa bet gant ar c'hentelioù.
Daou zevezh war-lerc'h he doa skrivet ur postel din da lavaret e oa o paouez lenn e oa bet troet levr J.H. Rosny e brezhoneg : Brezel an tan.
Daoust ma kemerer abeg hiziv an deiz en doare m'en doa lezet re laosk ar c'habestr war e ijin p'en doa renevezet savadurioù zo - diouzh spered ar mare e oa hag hevelep tamalloù a voe graet da Gervarkêr evit Barzhaz Breizh - e ranker lavarout en doa savetaet meur a savadur a renk kentañ.
Kroget o doa da gomz ouzhin e gresianeg kozh.
Mots précédents
Mots suivants
doaeroù-kinklerezh