I.
DISPRED.
Furm eus ar verb endevout en doare-divizout a-vremañ.
[1732] Ra'm bez. [1732] Pegement bennak ma am bez bet.
HS. am befe.
II.
BREMAÑ
Furm voas eus ar verb endevout e kentañ gour unan en amzer-vremañ.
[1960] Ma vefe gwir o flemmad lemm, / Ne rafen ket bouzellenn voan / Ha ken kastiz ne ve ma dremm / Gant pezh am bez da lein ha koan. [1960] Ur c'hoant divent 'lies am bez. [1960] Tro am bez da fallgaloniñ / Rak ankouaat eo an diaesañ. / Met Hor Salver 'lâr pardoniñ / D'ar re 'noazo ouzh o nesañ.