Dezverkoù all

Stankter implij : 

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. DISPRED. Furm eus ar verb endevout en doare-divizout a-vremañ. [1732] Ra'm bez. [1732] Pegement bennak ma am bez bet. HS. am befe. II. BREMAÑ Furm voas eus ar verb endevout e kentañ gour unan en amzer-vremañ. [1960] Ma vefe gwir o flemmad lemm, / Ne rafen ket bouzellenn voan / Ha ken kastiz ne ve ma dremm / Gant pezh am bez da lein ha koan. [1960] Ur c'hoant divent 'lies am bez. [1960] Tro am bez da fallgaloniñ / Rak ankouaat eo an diaesañ. / Met Hor Salver 'lâr pardoniñ / D'ar re 'noazo ouzh o nesañ.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

ra'm bez ; r'e pez ; r'en defe

1732
Daveenn : GReg pg avoir (plût a Dieu que jusse ; que tu ûsse, qu'il ût)

pegement bennak ma am bez bet ; ma ez pez bet ; ma az pez bet

1732
Daveenn : GReg pg avoir (encore que j'ai eu ; que tu aie eu)

Ma vefe gwir o flemmad lemm, / Ne rafen ket bouzellenn voan / Ha ken kastiz ne ve ma dremm / Gant pezh am bez da lein ha koan.

1960
Daveenn : PETO p28

Ur c'hoant divent 'lies am bez [,]/ Ar ger a rois [,] da zinac'h.

1960
Daveenn : PETO p34

Tro am bez da fallgaloniñ / Rak ankouaat eo an diaesañ. / Met Hor Salver 'lâr pardoniñ / D'ar re 'noazo ouzh o nesañ.

1960
Daveenn : PETO p31

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial