Plus d'options

Fréquence d'emploi : 

Mots parents :
0

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
2
Afficher les variantes

Définition :  Masquer la définition

Furm eus ar verb endevout e kentañ gour unan en doare-divizout tremenet.

Exemples historiques : 
6
Masquer la liste des exemples

ma em beze gwelet e fas, me am beze e anavezet prest

1732
Référence : GReg pg (si je l'avois) envisagé (je l'aurois bien reconnu)

En diwezh, e c'houlennas : - Penaos 'ta, Yann, out deuet a-benn da c'houzout ar pezh ec'h eus lavaret din bremaik, peogwir n'out ket bet morse, kennebeut ha me, e bro ar Vokoed. Lavar se din 'ta, kenvroad ? - Penaos 'ta, ken nemet o klevout re all o tezrevelliñ din doareoù emvevañ tud ar C'hreisteiz ! A-hend-all, penaos em bije kavet an traou-se da lavarout dit ?

1929
Référence : SVBV p10

Panevet e oan trellet gant ar vezh, em bije gwelet izeloc'h dezho...

1949
Référence : SIZH p.47

A vije bet brav ma ne'm bije ket bet va servij soudard da ober er Frañs.

1985
Référence : DGBD p190

Ar pezh a oa heverk evidon eo e oa an dour-se kalz tommoc'h eget an dour-mor ; ne 'm boa netra warnon evit muzuliñ ar c'hemm, met karet em bije bet gouzout pegen bras kemm a oa ; ne 'm boa nemet kroc'hen va zreid evit merkañ ar c'hemm !

1985
Référence : DGBD p110

Kavout a rae din em bije bet da dremen va amzer o c'hwiziñ, ha padal, pa zeu ar mare da vont da azezañ en ti-debriñ, ar "popote" evel ma vezer boas da lavarout du-se, e kavan gras kas ganin va chupenn da wiskañ gant aon da chom da grenañ gant ar riv.

1985
Référence : DGBD p33

Note d'étude

Tremenet eur eus ar stumm klasel "em beze" en XVIIIvet kantved, da "em bize" en XIXvet, evit en em gavout gant "em bije" en XXvet.

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux