En diwezh, e c'houlennas : - Penaos 'ta, Yann, out deuet a-benn da c'houzout ar pezh ec'h eus lavaret din bremaik, peogwir n'out ket bet morse, kennebeut ha me, e bro ar Vokoed. Lavar se din 'ta, kenvroad ? - Penaos 'ta, ken nemet o klevout re all o tezrevelliñ din doareoù emvevañ tud ar C'hreisteiz ! A-hend-all, penaos em bije kavet an traou-se da lavarout dit ?
Panevet e oan trellet gant ar vezh, em bije gwelet izeloc'h dezho...
A vije bet brav ma ne'm bije ket bet va servij soudard da ober er Frañs.
Ar pezh a oa heverk evidon eo e oa an dour-se kalz tommoc'h eget an dour-mor ; ne 'm boa netra warnon evit muzuliñ ar c'hemm, met karet em bije bet gouzout pegen bras kemm a oa ; ne 'm boa nemet kroc'hen va zreid evit merkañ ar c'hemm !
Kavout a rae din em bije bet da dremen va amzer o c'hwiziñ, ha padal, pa zeu ar mare da vont da azezañ en ti-debriñ, ar "popote" evel ma vezer boas da lavarout du-se, e kavan gras kas ganin va chupenn da wiskañ gant aon da chom da grenañ gant ar riv.