Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
GBAHE

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. (db. korf an dud pe al loened) Revr. 2. (db. an traoù) Lodenn adreñv. [1954] Ha livet e oa war o fenn a-dreñv unan eus an anvioù ken dudius, ken tener a blij d’ar vartoloded : Maris Stella, La Fine Jeannette, Itron-Varia Keloù mat, Reine des Flots, A la Grâce de Dieu… rak, hep gouzout dezhañ, bez’ eus ur barzh e kreiz pep den-a-vor.

Exemples historiques : 
12
Masquer la liste des exemples

ar penn a-dreñv eus a ul lestr

1732
Référence : GReg pg (le) derriere (d'un navire, la pouppe)

ar penn a-dreñv eus a un ti

1732
Référence : GReg pg (le) derriere (d'une maison)

ar penn a-dreñv

1732
Référence : GReg pg apartement

penn a-dreñv

1850
Référence : GON.II pg penn-adré (le derrière, la partie postérieure de l'animal, ainsi que des choses inanimées).

penn a-dreñv

1931
Référence : VALL pg arrière

penn a-dre

1931
Référence : VALL pg arrière (d'un navire)

N’eus den mui war ar bourzh. Erru eo hanternoz… Diskenn a ran da gombod an eil klasoù, er penn a-dreñv.

1944
Référence : EURW.1 p.110

Lom ne wintas ket ar c’hazh ; er c’hontrol, gwaskañ a reas war ivinoù al loen, war genoù al loen, war gof al loen, war benn a-raok ha penn a-dreñv al loen, ken na reas ar paour kaezh "beg" etre e zaouarn.

1944
Référence : ATST p.64

Daoust d’ar seizh vloaz ha daou ugent tremenet abaoe se, krediñ a ra din e-kerzh ma skrivan ar pennad-mañ, adgwelout ur bern bigi-dre-lien pe dre roeñvoù o skarañ lark-kaer war-du an Ernest Renan hag i leun a wragez hag a verc’hed yaouank eus Porzh Maria, Sant-Pêr, Porzh Haligenn ha me oar, ha d’o heul ar mammoù war evezh, o divjod spelc’het gant an avel-vor, o fenn a-dreñv ken ledan ha talbenn un dumporell hag holl o trailhañ ur brezhoneg ken garv ma n’intenten ket al lodenn vrasañ eus o c’homzoù…

1954
Référence : VAZA p.125

Ha livet e oa war o fenn a-dreñv unan eus an anvioù ken dudius, ken tener a blij d’ar vartoloded : Maris Stella, La Fine Jeannette, Itron-Varia Keloù mat, Reine des Flots, A la Grâce de Dieu… rak, hep gouzout dezhañ, bez’ eus ur barzh e-kreiz pep den-a-vor.

1954
Référence : VAZA p.108

D’o meno, gwellañ tra d’ober a oa skrivañ e penn a-raok hag e penn a-dreñv an tarzherien, ar splujerien, an distrujerien, ar rederien hag al listri hobregonet anv ur skrivagner bennak, ur prederour pe ur rener-stad, gant ma vefent holl evel[-]just tud eus ar gostezenn ruz

1954
Référence : VAZA p.122

Ret e voe sentiñ raktal ha neuze, diouzh tro, e plegjont o c'hein da dapout pep hini ugent taol gwilastrenn war o... fenn-a-dreñv, resped deoc'h.

1999
Référence : KOKE.II p. 94

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux