Eno, daoulinet e-kreiz ur vojenn derv, aet he delioù gant ar goañv, e kleve trouz an tennoù fuzuilh : a-wechoù, gant an avel yen ha yud a c’hwezhe dre ar gwez, e teue betek ennañ klemmoù ar re [a] oad o peurlazhañ, ha youc’herezh ar soudarded disakret…
Eno, daoulinet e kreiz eur vojenn dero, eat he deliou gand ar goan, e kleve trouz an tennou fuzil : avechou, gand an avel ien ha iud a c’houeze dre ar guez, e teue betek ennhan klemmou ar re oat o peur laza, ha iouc’herez ar zoudarded dizakret…..
1877
Référence :
EKG.I.
p.42
Dre eno e oad kouezhet a-daol war ar veleien, hep m’en doa den klevet hanv a netra.
Dre eno e voat kouezet a daol var ar veleien, ep m’en doa den klevet hano a netra.
1877
Référence :
EKG.I.
p.240
Traoù ker kriz hag an dra-mañ a welimp c’hoazh e lec’h all, hag e lec’h all ez oar bet ker start e feiz hon tud-kozh evel e Gwimilio hag e Sant-Tegoneg.
Traou ker kriz hag an dra-man a velimp c’hoaz e leac’h-all, hag e leac’h-all ez oar bet ker stard e feiz hon tud koz evel e Guimilliau hag e Sant-Thegonnek.
1877
Référence :
EKG.I.
p.168
Ar c’hi a skrabe hag a razailhe gwashoc’h-gwazh : n’oad ket evit hen derc’hel, kement a gounnar a oa ennañ.
Ar c’hi a skrabe hag a razaille goasoc’h-goaz : n’oat ket evit hen derc’hel. kement a gounnar a ioa ennhan.
1877
Référence :
EKG.I.
p.139
Edont o vont dre an hent bras war-eeun da vaner Kerandraon, el lec’h m’oa bet o chom an Aotrou de Kermoysan [sic], pa welas ur soudard un den diwar ar maez, e-kreiz ur park, oc’h esa tennañ panez a daolioù trañch, rak skornet-kalet e oa an douar ha n’oad evit ober seurt gant ar bal.
Edont o vont dre an hent braz var eeun da vaner Kerandraon, el leac’h m’oa bet o chom an Aoutrou de Kermoysan, pa velaz eur zoudard eun den divar ar meaz, e kreiz eur park, oc’h esa tenna panez a daoliou tranch, rak skournet kalet oa an douar ha n’oat evit ober seurt gand ar bal.
1878
Référence :
EKG.II
p.181-182
Nemet n’oad ket evit gwelout pelloc’h en abeg d’al lusenn.
1923
Référence :
SKET
p.110
Bidoullig o rual ! Ouzhpenn dek vloaz a oa abaoe ma n’he devoa graet kemend-all ! Ha ne oad ket en miz ebrel !
Bidoullig o rual ! Ouspenn dek vloa a oa abaoe ma n’he devoa grêt kemend-all ! Ha ne oad ket en miz ebrel !
D'ar wastell, e voe distoufet champagn, ha graet prezegennoù e galleg, saozneg, kembraeg, hag un tammig bihan a vrezhoneg a voe disklipet gant ar Rener Anatol ar Braz. O, nebeut-tre, kement ha reiñ da grediñ da Gembreiz e oad stag ouzh ar yezh kozh evelto.
D'ar wastell, e voe distoufet champagn, ha graet prezegennou e galleg, saozneg, kembraeg, hag eun tammig bihan a vrezoneg a voe disklipet gant ar Rener Anatol ar Braz. O, nebeut-tre, kement ha rei da gredi da Gembreiz e oad stag ouz ar yez koz evelto.
1944
Référence :
EURW.1
p.132
E oad o sevel un arme anvet « Arme Vreizh », en he fenn an Aotrou de Keratry, ha Glaoda a voe lakaet da gabiten war eur gompagnunez savet e kanton Uhelgoad.
E oad o sevel eun arme anvet « Arme Vreiz », en he fenn an Aotrou de Keratry, ha Glaoda a voe lakaet da gabiten war eur gompagnunez savet e kanton Uhelgoad.
1944
Référence :
EURW.1
p11
Mougañ anezhi [ar yezh vrezhonek] kentoc'h e oad neuze oc'h esaeañ ober e holl skolioù kristen eskopti Sant-Brieg.
Mouga anezi [ar yez vrezonek] kentoc'h e oad neuze oc'h esa ober e holl Skoliou Kristen Eskopti Sant-Brieg.
1944
Référence :
EURW.1
p53
Neuze e oad sur da gaout pep hini e hini.
1944
Référence :
EURW.1
p45
Pa oa bouetet ha douret ar c'hezeg, debret lein, e oad aet da glask ar golaj, tre er penn all da gêr.
Pa oa bouetet ha douret ar c'hezeg, debret lein, e oad aet da glask ar Golaj, tre er penn all da gêr.
1944
Référence :
EURW.1
p30
Diskouezet e voen gant Vallée, lorc'h ennañ gant e « ebeul », d'an Aotrounez Ar Braz hag Ar Govig, a oa daou vañsoner pennañ an ti e oad o vont da sevel.
Diskouezet e voen gant Vallée, lorc'h ennañ gant e « ebeul », d'an Aotrounez ar Bras hag ar Goffig, a oa daou vañsoner penna an ti e oad o vont da sevel.