Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Exemples historiques : 
7
Masquer la liste des exemples

Didennet e oa ma mignon-barzh eno gant dremm un Dregeriadez a Bleuzal.

1944
Référence : EURW.1 p.197

Didennet e oan 'trezek ar c'hornadoù-se gant un doare sach didrec'hus, a gase war eno ma c'hammedoù krennard.

1944
Référence : EURW.1 p16

Hag ar merc'hed 'ta ! kerkent ha ma kroge gant an danvez-se, kerkoulz e veze dimp klenkañ hol levrioù, rak d'ober en devoa bet graet gant gisti a bep seurt gouenn, re wenn evel-just, re velen, du, pe ruz, ha diouzh e glevout, holl e oant sot-nay gantañ : dedennet e vezent emichañs gant liv, ment ha stumm e fri.

1954
Référence : VAZA p.83

Met evit stagañ ganti e-giz-se, ret e veze da gentañ pellaat diouzh Brest, Cherbourg hag an Oriant : kenavo d’ar c’hêrioù ma veve enno meur a hini gant e diegezh, hag eno e kave ivez ar re zizemez tu da dañva an holl blijadurezioù ma vez dedennet ganto kanfarded yaouank, yac’h ha digas : plac’heta, redek ar pardonioù tro-war-dro, mont d’ar c’hoariva pe d’an dañsoù, ober buhez d’ar polis, ha gwech ha gwech all ur pifad e talvezfe ar boan derc’hel soñj dioutañ.

1954
Référence : VAZA p.124

Ma oan bet dedennet ez vihanik gant an arz-se, e Landreger e kavis pleg da vont war wellaat.

1954
Référence : VAZA p.69

Ma amezeg, avat, ne oa ket dedennet, evel Simon Rodia, gant biroù pe galonennoù ramz, warno ur gwiskad darbodoù feilhañs, gwer ha porselen o luc'hañ.

1992
Référence : EAZB p. 110

Erfin ne oan ket dedennet ent kigel gant al lodenn vras eus ar merc'hed-se. Met bez' e oa memes tra div a oa koantik evidon. Marteze ne oant ket evit ar re all, dre chañs ! Pep hini e hini...

2007
Référence : KASTE p. 157

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux