Télécharger les mots parents dedenn dedennerezh dedennet dedennus tennañ
Soñjet hon eus e vije degemeret gwelloc'h gant ar Vretoned ur studiadenn diwar-benn ar mor, hag a zo bet dedennet gantañ hor c'henvroiz a-holl-viskoazh.
Evit gwir, ne oan ket ken dedennet gantañ hag e oan bet gant Impalaer Rusia, met da vihanañ ne veze ket kement a reuz nag a ardoù e-dro [en-dro] dezhañ.
Hag ar merc'hed 'ta ! kerkent ha ma kroge gant an danvez-se, kerkoulz e veze dimp klenkañ hol levrioù, rak d'ober en devoa bet graet gant gisti a bep seurt gouenn, re wenn evel-just, re velen, du, pe ruz, ha diouzh e glevout, holl e oant sot-nay gantañ : dedennet e vezent emichañs gant liv, ment ha stumm e fri.
Met evit stagañ ganti e-giz-se, ret e veze da gentañ pellaat diouzh Brest, Cherbourg hag an Oriant : kenavo d’ar c’hêrioù ma veve enno meur a hini gant e diegezh, hag eno e kave ivez ar re zizemez tu da dañva an holl blijadurezioù ma vez dedennet ganto kanfarded yaouank, yac’h ha digas : plac’heta, redek ar pardonioù tro-war-dro, mont d’ar c’hoariva pe d’an dañsoù, ober buhez d’ar polis, ha gwech ha gwech all ur pifad e talvezfe ar boan derc’hel soñj dioutañ.
E porzh-hent-houarn ar c’hêrioù bras, n’eo ket gant kêriz, bourc’hizien heñvel ouzh o c’henseurted e pep bro, e veze dedennet va selloù : gant ar bobl, ne lavaran ket, an dudigoù a vev, a c’houzañv hag a varv en oberennoù Tolstoï, Dostoievski, Gogol, Gorki ha Tchec’hov.
Ma amezeg, avat, ne oa ket dedennet, evel Simon Rodia, gant biroù pe galonennoù ramz, warno ur gwiskad darbodoù feilhañs, gwer ha porselen o luc'hañ.
Erfin ne oan ket dedennet ent kigel gant al lodenn vras eus ar merc'hed-se. Met bez' e oa memes tra div a oa koantik evidon. Marteze ne oant ket evit ar re all, dre chañs ! Pep hini e hini...
Ret eo deoc'h respont d'ar pezh a zedenn ar gazetennerien un tamm ivez, a-hend-all e c'hallfent mont da c'houlennata unan all peotramant krennañ o fennad.
Mots précédents
Mots suivants
dedennañ