Yann Kerangeven, eus a vereuri Kerouzere, a yoa e penn Klederiz, Sibirilliz ha Plougouloumiz ; Paol Inizan, a Lanzeon, a yoa e penn Ploueskadiz, Gwineveziz, Lanhouarniz hag ar re a yoa deuet eus a-gostez Pagan ; Per Prijant, a Witevede, a yoa e penn tud e barrez ha kalz re all eus ar parrezioù all a-dro-war-dro.
Yann Prijant, maer Gwitevede, hag a yoa ganeomp-ni e Kergidu, o welet penaos o doa stourmet ouc’h ar republikaned paotred Landeboc’her, ha pegen aes e oa sevel tud ar vro a-enep soudarded Canclaux, a deuas en un taol en e benn mont da Lanzeon da gemenn da Baol Inizan dont dioc’htu gant tud e vro war-zu Berven, evit reiñ an taol diwezhañ d’ar republikaned.
Mots précédents
Mots suivants
prim