1. [1924, 1931, 1985] Dibenn anv-gwan a dalvez da zoareañ perzh udb.
[1924] Rodellaouek (blev). [1924] Skeudennaouek (moulladur)
[1931] Danevellaouek.
[1985] Evit dougen an dilhad e veze a-walc'h lakaat en douar, e-kichen ar gwele, ur skourr brankaouek, ha dibennañ ar brankoù-se.
2. [1931, 1985] Dibenn anv-gwan a dalvez da bouezañ war stankter udb.
[1931] Darvoudaouek : a c'hoarvez darvoudoù stank ennañ.
[1985] Geuniaouek-tre eo amañ an arvor, hag ar stêrioù a red enno dour ruz teñval, heñvel ouzh dour-gwern.
DHS. -ek