Plus d'options

Fréquence d'emploi : 

Mots parents :
0

Définition :  Masquer la définition

V.g. [1924]

Exemples historiques : 
3
Masquer la liste des exemples

Ar baotred, kanfarded drouk, evel m’emañ gante ar c’hiz en pep bro, a daolioù mein a rede war-lerc’h ar giez hag ar chas. Hag ar vein a frone en-dro dezhe hag a-wechoù war o c’hroc’hen.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1029 (Gouere-Eost 1924)

Houp ! ul lamm hag eñ war an hent. Tennet a boan ! Evurus !… Met petra, petra ? Drign ! drign ! baoñ ! baoñ ! ar gastolorenn a lamm war e lerc’h, eus an eil maen d’egile. Ha Pipi da redek. Houp ! houp ! met ar gastolorenn daonet, krog en e lost, ne zistage ket. Houp ! houp ! d’an daoulamm-ruz hag ar vugale war e lerc’h o youc’hal. Ar vein a fron en-dro dezhañ. Buan, buanoc’h c’hoazh !… Pipi diot-nay… Pelec’h ec’h a ?… Drign ! drign !

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1030 (Gouere-Eost 1924)

Abaoe Pipi a selle a-dreuz ouzh ar baotred, grognal, harzhal a rae oute ; ha pa wele Bilzig ! pa veze gant ar garabasenn, neuze e c’hrogne, neuze e harzhe, tre ma c’halle ; pa veze e-unan, avat, e lost entre e zivhar, e rede, aon dezhañ, rak an taol-mein a gleve o fronal en-dro d’e zivskouarn.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1030 (Gouere-Eost 1924)

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux