1. Flouradennoù, kudoù, allazigoù.
Mar greant mat o deus chalantiz, mar greont fall e tapont ar foet.
&
(impl. gant ar gm. a.)
Hag ar yar a selle outi, evel pa vije bet o c'hedal ur chalantiz bennak.
2. Lid.
Ar c'hi Fridu a rae gwezhall kement a chalantiz dezhañ. Nep a ziskouezo chalantiz d'ar moumoun en do afer ganin-me.
&
Trl.
Ober chalantiz : diskouez karantez, ober lid.
Al lamponed-mañ a rae kudoù da Gatellig, a fougee dezhi, a rae chalantiz dezhi. Kerkent an daou gi doñvaet da ober chalantiz da Ronan.
&
Trl.
Dre chalantiz : dre loavañ.
An neb avat, o paouez aber brezel dezho, a c'hallje dre chalantiz lakaat an dud-se eus e gostez, en doa eno peadra da sevel un arme.