Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Définition :  Masquer la définition

Pezh danvez tric'hornek a dalvez d'ar merc'hed da c'holeiñ o chouk d'en em ziwall diouzh ar riv. Lakaet he doa he dilhad giz Treger gant he chal du. HS. mouchouer.

Exemples historiques : 
3
Masquer la liste des exemples

Er baradozig-se d'an ampoent ma oan-me distro d'ar gêr, e oamp pevar o chom : an ozhac'h, ma zad oadet a 65 vloaz, noter eno abaoe tost da dregont vloaz ; an itron, ma mamm, na zilezas gwech ebet he dilhad giz Treger, gant he c'hoef gwenn, a veze graet « kallegenn » anezhañ, he chal pe mouchouer du, he zavañjer dantelezet ; ur vatezh yaouank anvet Marianna Touboulig ; ha me, ar mab pennhêr, a oa ma zad o fiziout warnon da gemerout e garg noter, p'am bije graet tri bloaz deskoni gantañ.

1944
Référence : EURW.1 p6

Netra nemet lochennoù toet gant balan pe gant soul, ha tud paour gwisket gant pilhoù, merc'hed gant chalioù e-giz Landreger, hep na koef na tog war o fenn.

1944
Référence : EURW.1

An hini gozh gant he c’hoef n’oa ket bet kannet, hag he chal a-dreuz war e c’hein, a rae ur c’houblad c’hoarzhus gant an Amerikanez gran : ne gomzent nemet dre sinoù, rak unan ne ouie ket galleg, hag eben ne ouie ket brezhoneg.

1944
Référence : EURW.1 p.189

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux