1. [1878, 1931, 2015] Diaez spered degaset gant un droug bnk. a c'hallfe c'hoarvezout.
[1878] An dra-se ne rae ket kalz a chal d’ar soudarded [...].
[2015] N'on ket e chal gant se.
&
Trl.
Bezañ e chal gant ub. : kaout poan spered gant ub. en abeg d'ur gwall dra a c'hallfe c'hoarvezout pe bezañ c'hoarvezet gantañ.
&
Na vezañ e chal gant ub., udb. : n'ober van, bezañ diseblant.
N'emaon ket e chal gant ar pezh a c'hoarvez eno.
&
Ober chal da ub. : chalañ ub.
An den-se ne rae ket kalz a chal d'ar soudarded.
2. Dre ast., trl.
NA VEZAÑ E CHAL DA OBER, OC'H OBER UDB. : na glask e ober, na vezañ prest d' ober udb. a gaver displijus.
N'emaon ket e chal d' e gaout em zi. Na vezañ e chalo klask gouzout : n'ober van evit gouzout.
— « Hag ar vouilhenn, va zad, a zo ouzhpenn an drez ! / N'emaon e chal gant poan, nag ivez gant stlabez. »
— « Hag ar vouillen, va zad, a zo ous-penn ann drez ! / » N'em' ounn e chal gant poan, nag ive gant stlabez. »
1867
Référence :
MGK
p144
An dra-se ne rae ket kalz a chal d’ar soudarded, rak, ma o divije o faket, o divije ranket en em emgannañ [sic, "en em gannañ"/ "emgannañ"] adarre, hag ar soudarded ne vezent ket o klask an tennoù fuzuilh.
An dra-ze ne rea ket kals a jal d’ar zoudarded, rak, ma o diviche ho faket, o diviche ranket en em emganna [sic] adarre, hag ar[]zoudarded ne vezent ket o klask an tennou fuzil.